Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Dilec'hiadenn a-gleiz pe a-zehoù, diwar an hent eeun. Gwenodennoù a oa, ha muioc'h c'hoazh a gildroioù en o arroudenn strizh eget er Menez-bihan. An nijerez a rankas ober meur a gildro. An hent o heuliañ dalc'hmat kildroioù ar menez da heul ar stêr a red en ur stankenn. HS. kammbleg, kammdro, kammigell, kilbleg, kornblegenn, korn-tro. 2. Dre ast. Kornblegenn. En ur c'hildro e welomp un den o vont en hor raok. HS. korn-tro. 3. Dre skeud. Doare dieeun d'ober pe da zizarbenn udb. Goude meur a zigarez hag a gildro. Emaoc'h o reiñ da'm enebourien gant seurt kildroioù un digarez ouzhpenn da saotrañ ma brud. HS. kammigell, korvigell, troidell, tun.

Skouerioù istorel : 
3
Kuzhat roll ar skouerioù

kildro

1850
Daveenn : GON.II pg kildrô (Inconstant. Léger. Volage. Changeant. Variable. Vagabond. Trompeur), édrô, furluok

Heuliañ ar skraperien a reas war an holl gammdroioù a rejont dre ar c’hanolioù etre an enezennoù ; n’o lezas ket da rebellaat na bezañ nepred a-ziwar-wel dioutañ ; ne spontas ket rak ar saezhioù, an daredoù hag ar mein a stlapent outañ hag a gazarc’he a-bil en-dro dezhañ hag en e vag ; dre e skiant-veiz hag e zisaouzan e tiarbennas ar spioù hag ar stignoù a antelled outañ a-greiz raosklegoù ha broenegoù ar stêr, er c’hildroioù hag er strizhredennoù anezhi.

1923
Daveenn : SKET p.134-135

Mar demañ ar bleñchoù en hent e reer an dro evit mont e-biou, ha ne vez nemet ur gildro muioc'h gant ar wenodenn ; mar deo un droñjenn e tremener peurvuiañ dreist, ha mar deo re dev evit bezañ gaoliatet, e vez lakaet ur geuneudenn bennak evit aesaat skrimpat warni.

1985
Daveenn : DGBD p34

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial