Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
8
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k.e. Lakaat (ub., udb.) da vont war-gil. Kilañ ur vag diouzh ar sec'h. II. V.g. 1. Dilec'hiañ war-du an adreñv. Trec'het, an arme a gilas. & Trl. Na gilañ a-dreuz troad : na gilañ tamm. ES. araokaat. 2. Dre skeud. (db. an dud) Plegañ dirak ub. Na gilañ dirak den. [1954] [...] met petra’ fell deoc’h, da bep hini e blanedenn ha, gra a gari, biskoazh den ne gavas tu da gilañ dirak ar penn gast-se. 3. Dre skeud. (db. stad an traoù) Mont war washaat, war zisteraat. Emañ yezh ar vro-se o kilañ. HS. kizañ, souzan.

Skouerioù istorel : 
17
Kuzhat roll ar skouerioù

kulet

1732
Daveenn : GReg pg culer (aller en arriere)

kulañ

1732
Daveenn : GReg pg arriere (parlant aux chevaux attelez), culer (aller en arriere)

kul

1732
Daveenn : GReg pg arriere (parlant aux chevaux attelez)

kilañ

1850
Daveenn : GON.II pg kila (Reculer. Retourner).

kilet

1850
Daveenn : GON.II pg kila (Reculer. Retourner. Part.)

"kilañ" [...] (ivez "kizañ")

1923
Daveenn : SKET p.164, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Reculer, aller à reculons".

Gant ur roeñvadenn hepken e reas d’e vag kilañ war-hed ugent "leuga" en a-dreñv, betek e-kreiz al lenn ; ha neuze, o kregiñ en e vouc’hal-vann, he stlepel a eure gant kement a nerzh ma treuzas war he hed ar speurennad rec’hier ha menezioù ha ma ’z eas da gouezhañ er pradoù en tu-hont, en ur lazhañ tri-ugent buoc’h a oa o peuriñ eno (2).

1923
Daveenn : SKET p.43

Neuze, hep dezhañ ober ur sell ouzh an tri c’horf, teir gwech e piklammas an doue hag e steuzias e-kreiz un hirflammenn e-keit ma taskrene an tevenn en e boull gant un dalm gurun a rae d’ar mor kilañ war-hed teir leuga en a-dreñv.

1923
Daveenn : SKET p.113

"kizañ" [...] ; ivez "mont war e giz" ; ivez "kilañ", "argilañ", "souzañ" [...]

1924
Daveenn : SKET.II p.121 « Geriadurig », "reculer, aller en arrière". (ha aller à reculons).

"kilañ" [...] ; ivez "kizañ" [...].

1924
Daveenn : SKET.II p.121 « Geriadurig », "aller à reculons, reculer".

Kilet he deus gant an taol-mor, ken eo bet darbet dezhi mont e-barzh, dre he diadre.

1925
Daveenn : BILZ2 p.145

Lod anezho a chomas e Breizh-Uhel, al lodenn vrasañ, hag ar yezh vrezhonek a gilas neuze dirazo betek ar vevenn m'emañ hiriv c'hoazh.

1944
Daveenn : EURW.1 p7-8

Mar bije chomet bev va mamm un dek vloaz bennak ouzhpenn, troet o divije an traoù e stumm all evit he mab, ha moarvat en ur stumm kalz gwelloc’h ; met petra’ fell deoc’h, da bep hini e blanedenn ha, gra a gari, biskoazh den ne gavas tu da gilañ dirak ar penn gast-se.

1954
Daveenn : VAZA p.47

Evit bezañ en em werzhet / Hag ur c'hristen kaezh aberzhet, / Digoll pouezus ' dle an touer / D'ar gwir Doue, mestr ha krouer, / Hag e vuhez ma vez lamet, / Da glask kilañ ne ray kammed.

1960
Daveenn : PETO p63

O ! Gaid Kêrlennou, maouez drouk, / Ganeoc'h moarvat on bet sammet, / Met n'hellan kilañ ur gammed / Anez war var lakaat ma goûg.

1960
Daveenn : PETO p38

An daou argader, spontet gant o zaol freuz hag ar sioulded a renas diouzhtu war-lerc'h, a gilas un tammig hag a sellas pizh en diabarzh.

2012
Daveenn : DJHMH p. 73

Ma vez goulennet ouzhpenn-se gant an arvesterien kemer perzh, evit degas kemmoù d'ar sketch a zo bet c'hoariet -goulenn gant diskoulmañ ar gudenn evit ober an enebourien kilañ, da skouer-, e teu da vezañ "c'hoariva forom".

2015
Daveenn : DISENT p55

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial