merrat
moarvat
ya moarvat
dek a zo, moarvat
Mes an amzer-se a zo tremenet, siwazh ! hag al loened o deus moarvat dizesket meur a dra.
An hini en dije gwelet Mari d’ar mare-se en dije kredet moarvat e oa kollet ganti he holl skiant vat, kollet he zamm buhez.
- Ha gouzout a rez, te, petra eo an dra-se, Karout ? Mousc'hoarzhin a reas al lean, didroidell. - Moarvat ! P'eo ar Garantez lezenn bennañ an Aotrou Krist, hor Salver.
Ha moarvat, rak roet eo bet deoc'h ho lod skiant-prenañ gant an Aotrou Doue ; moarvat n'oc'h ket dic'houzvez eus talvoudegezh pennañ ar reolenn-se, a voe aozet gant furien, a anaveze ervat koustiañs ar venec'h.
Roc’hal a ra lod ; unan bennak a valbouz dre e gousk ; ar breur Domingo, moarvat, turmudus evel m’eo ar sioc’han anezhañ.
Ne ouie ket Emil hon yezh, met intent a rae moarvat ne oad ket o lavarout dezhañ : « Deiz mat, Aotrou, deuit ’ta aliesoc’h d’hor bete ! »
Met pa ’z eas kuit d’an diwezh, stouet e benn gantañ ha kalz krommoc’h e chouk, hag eñ o horellañ un nebeudig dre ma krene moarvat e zivhar dindanañ, rak ne oa ket mezv ar Sul-se, darbet e voe din mont war wakaat, ha n’ouzon ket kaer penaos e viris ouzhin da redek war e lerc’h en ur grial : « Ac’hanta geo, mont a rin da Sant-Brieg, met en anv Doue paouezit da ouelañ ! »
Plijout a rae dezhi moarvat ober ur wech an amzer ur c'hofad gouelañ, ha Biz Kamm, daoust ha ma veze ar peurliesañ ken dibreder hag ur vi nevez dozvet, a lavare neuze, ur sac'had droug ennañ : « Va Doue ivez 'ta gant homañ ! krog eo adarre merc'h Sapeur da zougen kañv d'he bramm kentañ ! »
Diouzh klevout va zad, ur barzh a oa ivez e donton Yann, un dra bennak moarvat evel Yann ar Minouz, ginidik eus ar Roc'h Velen, e Priel.
C’hoazh da vihanañ, morse ne fellas dezhañ skeiñ ganti, kaer en deveze pennfolliñ : anez-se, n’ouzon ket petra am bije graet, skeiñ ivez moarvat, skeiñ da c’hloazañ ha zoken da lazhañ.
Moarvat n'eo ket dre gasoni / E ra din-me seurt viloni.
An aotrou Milon, ar c'helenner, a oa just o klask gouzout pelec'h edon, rak moarvat en devije, diwar an deiz kentañ a viz genver '37 ur plas labour evidon.
Pa vezomp o komz an eil gant egile ha pa vez hegazet e ra atav "ar flik" ac'hanon. Met pa vez kaoz eus Katerina e ra ar poliser ac'hanon, gant aon na ve anoazet ma merc'h moarvat, ha pa ne vez ket ganeomp.
"Herr labour zo warni moarvat." "Emichañs." Tevel a ra un herradig ha sellout ouzhin.
Moarvat eo kuzhet o dremm dindan o zokarn gant un erien : skeudenn vodern un nerzh n'eo ket mui nerzh an dud...
Mots précédents
Mots suivants
mobrier