I.
1. Bronneged karnek hollzebrer eus ar c'herentiad Suidae, doñvaet ha maget meur a ouennad anezho evit o c'hig, hag a ziskenn eus ar spesad gouez Sus scrofa.
Kraou ar moc'h. Reiñ gwelien d'ar moc'h.
2. Ent strizh
Tourc'hed, gwizi, perc'hell hep lakaat kemm a-fet reizh.
3. (dirak un ag.)
Moc'h-krenn, moc'h-rous : moc'h yaouank a vez war ar peuriñ.
4. Trl. skeud.
Sutal a ra ar moc'h ! : re ger-holl eo an traoù da brenañ.
HS. banv, gwiz, porc'hell, tourc'h.
II.
(db. an dud)
A.
1. Tud varlonk.
2. Tud na soñjont nemet enno o-unan.
3. Tud lous.
&
Dre gunuj.
Bandenn voc'h !
B. (dirak ur spizer)
1. Moc'h badezet : tud diseven.
2. Pemdez
Moc'h gwisket : tud amparfal ha gwisket forzh penaos.
3. Trl. skeud.
Bezañ e voc'h bihan er gêr : bezañ war e du mat.
N'edo ket he holl voc'h er gêr ganti.
&
Bezañ pizh-moc'h : pizh-kenañ.
&
Moc'h bihan a zle bezañ gant ar wiz : un dra guzh zo en afer, n'eo ket splann an traoù.
C. Moc'h bihan : klogor a zeu e kroc'hen an daouarn dre forzh rimiañ re ouzh ur benveg pe e kroc'hen an treid dre forzh bale gant botoù n'int ket azas.
III.
(db. ar plant)
A. (dirak ur spizer
Moc'h-pin : avaloù-pin.
B. (impl. da spizer)
1. Kistin-moc'h : frouezh ar gwez-kistin-moc'h.
2. Piz-moc'h : frouezh ar gwez-derv.
HS. mez.
3. Bezhin-moc'h : bezhin e anv spesad Ascophyllum nodosum.
EVEZH. : s.o. pemoc'h.
Ar solieroù a zo re vac'h, / Chom bev eno a vezo bec'h, / Hag, eme 'n all, ne zereont ket / Ouzh an den furañ zo er bed ; / Ne lâran ouzh e c'hreg avat, / Ur c'hraou moc'h dezhi a ve mat.
Ar zolierou a zo re vac'h, / Choum beo enn-ho a vezo beac'h, / Hag, eme 'nn all, ne zereont ket / Oc'h ann den fura zo er bed ; / Ne larann oc'h he c'hrek-avad, / Eur c'hraou moc'h d'ezhi a ve mad.
1867
Référence :
MGK
p59-60
Un dervezh[,] abafet gant trouz ar soroc'hell, / He ozhac'h he c'has kuit da ober he zrabell, / Da ziwall war ar maez[,] kezeg, ha saout, ha moc'h.
Eunn dervez abafet gant trouz ar zoroc'hel, / He ozac'h he c'has kuit da ober he zrabel, / Da ziouall war ar meaz kezek, ha saout, ha moc'h.
1867
Référence :
MGK
p75
Ne weled ket eus an evadegoù-se ma ev an den enno, diezhomm ha disec’hed, ma tiskianta diwar re-gofad, ma ruilh e-kreiz uloc’h ha pri, o tiskenn izeloc’h eget loened-mut ; n’oa ket eus ar banvezioù hir-didermen m’en em stanka enno kengouvidi diemzalc’h, ez varlonk ha lous evel moc’h dirak laouiri pourveziet-leun ; nag eus an abadennoù-se dibaouez c’hoari diñsoù pe wezboell, ma kas enno didalvez-kaer gwazed kadarn, kreñv ha meizek, ar pep gwellañ eus o amzer.
Ne weled ket eus an evadegou-ze ma ev an den enno, diezomm ha dizec’hed, ma tiskianta diwar re-gofad, ma ruilh e-kreiz uloc’h ha pri, o tiskenn izeloc’h eget loened-mut ; n’oa ket eus ar banveziou hir-didermen m’en em stanka enno kengouvidi diemzalc’h, ez varlonk ha lous evel moc’h dirak laouiri pourveziet-leun (2) ; nag eus an abadennou-ze dibaouez c’hoari dinsou pe wezbouell, ma kas enno didalvez-kaer gwazed kadarn, krenv ha meizek, ar pep gwella eus o amzer.
1923
Référence :
SKET
p.69
Un taol maen da Bipi, spontet ha dre e spont Pipi ac’h eas da glask repu en kraou moc’h Pêr ar C’hamm.
Eun tôl men da Bipi. spontet ha dre e spont Pipi ac’h ês da glask repu en kraou moc’h Per ar C’ham.