Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. A. 1. Sur a-walc'h. Moarvat eo gwir. Leizh e oa deuet ar poultr da vezañ moarvat, pa ne c'hallen ket tennañ. DHS. marteze. HS. kredapl. 2. Diw. vousgoap Ya, moarvat ! ya da, moarvat ! : troienn a implijer da reiñ da c'houzout ne greder ket er pezh emeur o paouez klevet. HS. emichañs. B. Dre ast. 1. (e deroù ul lav.) Termen a dalvez da ezteuler un tamm spi bnk. Moarvat, n'eo ket deuet ar re-se amañ ? 2. (e dibenn ul lav. m'eo bet arboellet ar v.) Termen a implijer da vuheziñ un danevell bnk. hag a dalvez kement hag "a c'hallit krediñ". Ha ni kuit moarvat ! Hag aon dimp moarvat. [1924] A-raok antreal er sal, tennit ho potoù, moarvat n’ez an-me ket da skubañ war-lerc’h kanfarded eveldoc’h-hu. II. EO, MOARVAT. 1. Troienn a dalvez da gadarnaat ur respont. Ne zeui ket a-benn ? Eo, moarvat. 2. Diw. vousgoap Eo moarvat : troienn a implijer da gadarnaat an nac'h emeur o paouez geriañ. Ne oa ket letanant, eo moarvat. Ne oa ket bet tost din d'o c'hontañ, eo moarvat.

Skouerioù istorel : 
31
Kuzhat roll ar skouerioù

merrat

1732
Daveenn : GReg pg apparence

merc'hat

1732
Daveenn : GReg pg apparence

merc'hat

1850
Daveenn : GON.II pg merc'had, merrad

merrat

1850
Daveenn : GON.II pg merc'had, merrad

— « Mar teu mestr ar park-mañ, ha moarvat e teuio / Hiriv, / Selaouit anezhañ, ha dioc'h a lavaro, / Da vont kuit eus e neizh pep hini ra skrabo ! »

1867
Daveenn : MGK p52

(2) Anv-meuriad dindan dorn Le Tarzec ha savet gantañ, moarvat, diouzh skouer Teutobodiaki « bugale » pe « mevelien » Teutobodios […]

1923
Daveenn : SKET p.21

— Deomp, eme Fieg ar Moal, deomp da dañva anezho !… Ar person n’emañ ket er gêr, gwelet am eus anezhañ, eñ hag e gure, o sevel gant ar c’hra. Aet int, moarvat, da leinañ d’ar maner.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 39, p.864 (Miz Meurzh 1924)

Va zad-kozh (Doue d’e bardono !) a gontas din, un devezh ma oamp oc’h ober ur bale — tro ar Palud — penaos e dad dezhañ a oa bet ur c’hamarad bras da Vilzig. Moarvat e oa un tammig eus hon c’herent, ha dre-se, e di a zo kouezhet en hon danvez.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.807-808 (Miz Genver 1924) ("e di a zo koueet en..." reizhet e Niv. 38, "ERRATA" p.846).

A-raok antreal er sal, tennit ho potoù, moarvat n’ez an-me ket da skubañ war-lerc’h kanfarded eveldoc’h-hu.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1021 (Gouere-Eost 1924)

Ha Jojo a-blom a daolas e droad kleiz war beg lost Pipi. E droad ? n’en devoa ket ankouaet moarvat e votez-koad er gêr, hag an tachoù-marc’h a oa enni ?

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1023 (Gouere-Eost 1924)

Va c'hile ne chomas ket da sellout ouzhin, eo moarvat !

1929
Daveenn : SVBV p10

dek a zo, moarvat

1931
Daveenn : VALL pg (il y en a) bien

merc'hat

1931
Daveenn : VALL pg apparemment (sans doute)

moarvat

1931
Daveenn : VALL pg apparemment (sans doute), bien

ya moarvat

1931
Daveenn : VALL pg assurément

An hini en dije gwelet Mari d’ar mare-se en dije kredet moarvat e oa kollet ganti he holl skiant vat, kollet he zamm buhez.

1944
Daveenn : ATST p.53

Tri diegezh Gallo-Frank, deut moarvat diouzh ar Reter, a zigouezhas a-gevret, betek un douar gouez war-lein menezioù Are, Skrignag, parroz diboblet, bet krouet mil vloaz a-raok gant ur soudard roman e anv Skrinius.

1944
Daveenn : EURW.1 p8

Moarvat n'eo ket boutaouerien-goad e oa ar re-mañ-holl.

1944
Daveenn : EURW.1 p34

Moarvat e oa bet souezhet-mat tieg madelezhus Maner ar Glesker.

1944
Daveenn : EURW.1 p37

Moarvat ar bouetaj-se a oa grounnet bloavezhioù a oa, hag a dremene eus an eil remzi d’egile, evel ma tremene ar wiskamant hag ar fuzul.

1944
Daveenn : EURW.1 p.194

Mes an amzer-se a zo tremenet, siwazh ! hag al loened o deus moarvat dizesket meur a dra.

1944
Daveenn : ATST p.8

- Ha gouzout a rez, te, petra eo an dra-se, Karout ? Mousc'hoarzhin a reas al lean, didroidell. - Moarvat ! P'eo ar Garantez lezenn bennañ an Aotrou Krist, hor Salver.

1949
Daveenn : SIZH p.50

Ha moarvat, rak roet eo bet deoc'h ho lod skiant-prenañ gant an Aotrou Doue ; moarvat n'oc'h ket dic'houzvez eus talvoudegezh pennañ ar reolenn-se, a voe aozet gant furien, a anaveze ervat koustiañs ar venec'h.

1949
Daveenn : SIZH p.60

Roc’hal a ra lod ; unan bennak a valbouz dre e gousk ; ar breur Domingo, moarvat, turmudus evel m’eo ar sioc’han anezhañ.

1949
Daveenn : SIZH p.39

D'hor re hoc'h eus skrivet, moarvat, Da reiñ da c'hoût, ha fraezh ha mat, Eo dezho ret, d'al lezenn-se, Touiñ fealded dre o le ?

1960
Daveenn : PETO p12

O ! Gaid Kêrlennou, maouez drouk, / Ganeoc'h moarvat on bet sammet, / Met n'hellan kilañ ur gammed / Anez war var lakaat ma goûg.

1960
Daveenn : PETO p38

Moarvat n'eo ket dre gasoni / E ra din-me seurt viloni.

1960
Daveenn : PETO p31

An aotrou Milon, ar c'helenner, a oa just o klask gouzout pelec'h edon, rak moarvat en devije, diwar an deiz kentañ a viz genver '37 ur plas labour evidon.

1985
Daveenn : DGBD p5

Pa vezomp o komz an eil gant egile ha pa vez hegazet e ra atav "ar flik" ac'hanon. Met pa vez kaoz eus Katerina e ra ar poliser ac'hanon, gant aon na ve anoazet ma merc'h moarvat, ha pa ne vez ket ganeomp.

2015
Daveenn : EHPEA p240

Moarvat eo kuzhet o dremm dindan o zokarn gant un erien : skeudenn vodern un nerzh n'eo ket mui nerzh an dud...

2015
Daveenn : DISENT p94

"Herr labour zo warni moarvat." "Emichañs." Tevel a ra un herradig ha sellout ouzhin.

2015
Daveenn : EHPEA p29

Etimologiezh

Termen savet diwar krennadur an droienn "me 'oar 'vat".

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial