I.
1. (db. an dud, o izili)
Deuet divarrek da fiñval, d'en em embreger reizh.
Morzet eo ma divesker. Ne oan ket gouest d'ober ur fiñv peogwir e oa morzet tout ar c'hostez-mañ din. Me zo morzet ma izili ouzhin.
&
Trl. kv.
Bezañ morzet evel kegel e vamm-gozh : bezañ morzet-tre.
2. Dre ast. (db. an dud)
Diseblant.
Evel morzet e oa an dud evit ar mad er barrez-se, ne oa buhez enno nemet evit o c'horf.
&
(db. spered an dud)
Divarrek da vont reizh en-dro.
Alan a oa morzet e spered gant ar gwin-ardant.
II.
(db. al loened)
A chom difiñv e-pad ar c'housk goañv.
Er goañv e chom morzet an naered, kousket, hep fiñval, e toulloù an douar.
Référence :
GReg
pg (s') engourdir (de lassitude, ou de rhumatisme)
morzet
1850
Référence :
GON.II.HV
pg morzet
n'eo ket morzet an yaouank-se
né két morzed ann iaouañk-zé
1850
Référence :
GON.II.HV
pg morzet
Eno, en ur park, e oa ur paour-kaezh kozh o keuneuta a-hed ar c’hleuz. Dastumet en doa dija ur gazeliad bodoù lann, hag e lavare outañ e-unan : — Bremaik, en ur virviñ va banne soubenn ar brignen me a c’hello tommañ va izili morzet gant ar yenien hag ar gozhni.
Eno, enn eur park, oa eur paour keaz koz o keuneuta a-hed ar c’hleuz. Dastumet en doa dija eur gazeliad bodou lann, hag e lavare outhan he-unan : — Bremaik, en eur virvi va banne zoubenn ar brignenn, me a c’hello tomma va izili morzet gand ar ienien hag ar gosni.
1877
Référence :
EKG.I.
p.191
Evelato, ar c’hoant en deus da zerc’hel e vuhez gantañ a ro dezhañ nerzh nevez ; dont a c’hell eus a-zindan e bont, tennañ a c’hell e zivesker morzet eus a greiz al lec’hid ; div pe deir gwech e riklas hag e ruilhas diwar dalbenn an hent bras oc’h esa dont war gorre.
Evelato, ar c’hoant en deuz da zerc’hel he vuez ganthan a ro d’ezhan nerz nevez ; dont a c’hell euz a zindan he bount, tenna a c’hell he zivesker morzet euz a greiz al lec’hid ; diou pe deir gueach e riklaz hag e ruillaz divar dalbenn an hent braz oc’h esa dont var gorre.
1877
Référence :
EKG.I.
p.130
morzet
1931
Référence :
VALL
pg ankylosé
Trec'hwezhañ a ra ar breur Arturo, mont a ra tro en e gorf, ha, koulskoude, e kred dezhañ eo morzet e izili...
1949
Référence :
SIZH
p.52
"Gurudet" [a dalv] : dastumet ha morzet gant ar yenijenn evel ma ra al lapoused war o glud diouzh ar goañv. Disheñvel eo ar ger-se diouzh "motet" = difiñv, ha diouzh "kropet" na vez lâret nemet pa vez anv eus an daouarn.
"Gurudet" [a dalv] : dastumet ha morzet gant ar yenijenn evel ma ra al lapoused war o glud diouz ar goañv. Disheñvel eo ar ger-se diouz "motet" = difiñv, ha diouz "kropet" na vez laret nemet pa vez ano eus an daouarn.