Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
6
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. 1. (db. an dud, o izili) Deuet divarrek da fiñval, d'en em embreger reizh. Morzet eo ma divesker. Ne oan ket gouest d'ober ur fiñv peogwir e oa morzet tout ar c'hostez-mañ din. Me zo morzet ma izili ouzhin. & Trl. kv. Bezañ morzet evel kegel e vamm-gozh : bezañ morzet-tre. 2. Dre ast. (db. an dud) Diseblant. Evel morzet e oa an dud evit ar mad er barrez-se, ne oa buhez enno nemet evit o c'horf. & (db. spered an dud) Divarrek da vont reizh en-dro. Alan a oa morzet e spered gant ar gwin-ardant. II. (db. al loened) A chom difiñv e-pad ar c'housk goañv. Er goañv e chom morzet an naered, kousket, hep fiñval, e toulloù an douar.

Skouerioù istorel : 
9
Kuzhat roll ar skouerioù

morzet eo

1659
Daveenn : LDJM.1 pg morset (eo)

bezañ morzet

1732
Daveenn : GReg pg (s') engourdir (de lassitude, ou de rhumatisme)

morzet

1850
Daveenn : GON.II.HV pg morzet

n'eo ket morzet an yaouank-se

1850
Daveenn : GON.II.HV pg morzet

Eno, en ur park, e oa ur paour-kaezh kozh o keuneuta a-hed ar c’hleuz. Dastumet en doa dija ur gazeliad bodoù lann, hag e lavare outañ e-unan : — Bremaik, en ur virviñ va banne soubenn ar brignen me a c’hello tommañ va izili morzet gant ar yenien hag ar gozhni.

1877
Daveenn : EKG.I. p.191

Evelato, ar c’hoant en deus da zerc’hel e vuhez gantañ a ro dezhañ nerzh nevez ; dont a c’hell eus a-zindan e bont, tennañ a c’hell e zivesker morzet eus a greiz al lec’hid ; div pe deir gwech e riklas hag e ruilhas diwar dalbenn an hent bras oc’h esa dont war gorre.

1877
Daveenn : EKG.I. p.130

morzet

1931
Daveenn : VALL pg ankylosé

Trec'hwezhañ a ra ar breur Arturo, mont a ra tro en e gorf, ha, koulskoude, e kred dezhañ eo morzet e izili...

1949
Daveenn : SIZH p.52

"Gurudet" [a dalv] : dastumet ha morzet gant ar yenijenn evel ma ra al lapoused war o glud diouzh ar goañv. Disheñvel eo ar ger-se diouzh "motet" = difiñv, ha diouzh "kropet" na vez lâret nemet pa vez anv eus an daouarn.

1960
Daveenn : PETO p86

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial