Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Formes fléchies : 
3
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

1. Pezh dilhad tric'horniek a dalvez d'ar merc'hed da c'holeiñ o chouk d'en em ziwall diouzh ar riv. Lakaet he doa he dilhad giz Treger gant he mouchouer du. Ur mouchouer-stamm. Laka da vouchouer war da benn. HS. chal. 2. Mouchouer-godell : frilien.

Exemples historiques : 
16
Masquer la liste des exemples

mouchouer

1499
Référence : LVBCA p148 (suaire)

mouchouer

1659
Référence : LDJM.1 pg mouchoir

mouchoueroù fresk

1732
Référence : GReg pg (mouchoirs) blanc(s)

mouchouer

1850
Référence : GON.II.HV pg mouchouer

mouchoueroù

1850
Référence : GON.II.HV pg mouchouer

mouchouer-fri

1909
Référence : BROU p. 393 (mouchoir, on dit aussi mouchouer-godel)

Hag eñ o tispakañ ur mouchouer gloan da Izabel, ur gorfenn mezher da Vad[a]len, ur oueledenn da Gatellig, ur botoù goloet hag un tok da Yannig.

1925
Référence : BILZ2 p.176

— Sell eus ["ouzh"] he mouchouer seiz ! eme eben. E c’harlantezenn, ledan evel va dorn, a gouezh betek an douar… Ha war he fenn, sell, ur gornetenn droñset dantelezet, ar gaerañ am eus biskoazh gwelet.

1925
Référence : BILZ2 p.157

Er baradozig-se d'an ampoent ma oan-me distro d'ar gêr, e oamp pevar o chom : an ozhac'h, ma zad oadet a 65 vloaz, noter eno abaoe tost da dregont vloaz ; an itron, ma mamm, na zilezas gwech ebet he dilhad giz Treger, gant he c'hoef gwenn, a veze graet « kallegenn » anezhañ, he chal pe mouchouer du, he zavañjer dantelezet ; ur vatezh yaouank anvet Marianna Touboulig ; ha me, ar mab pennhêr, a oa ma zad o fiziout warnon da gemerout e garg noter, p'am bije graet tri bloaz deskoni gantañ.

1944
Référence : EURW.1 p6

— « Moereb, » emezañ, « moereb ! » — « Hein ? Job. » [sic, "hañ"] — « Ur c’hwezenn a zo war ho tal ; pelec’h ez eus ur mouchouer ma sec’hin anezhañ deoc’h ? »

1944
Référence : ATST p.34

N’eus ket pell koulskoude, deiz ar c’houzoumenn er vourc’h, daoust ha ma vez bemdez-Doue un tog war o fenn, tapet o devoa an div vaeronez, hini Briel hag hini Blougouskant, an tu d’en em stipañ gant ur gatiolenn, un davañjer dantelezhet hag ur mouchouer ken kaer ha biskoazh, evitañ da vezañ du-peg.

1954
Référence : VAZA p.34

En eneb d’an du-kañv-se, pa brene ur vaouez ar mouchouer bras gant pimpilhoù hir ha rodellet a dlee padout outi ha marteze ouzh he merc’h o buhez-pad, evel-just e tibabe al liv a gare, rak kavout a rae er stalioù n’eus forzh pere, an eil lintrusoc’h eget egile : mouchoueroù ruz-tan, glas-dour, gell damruz, glas-mor, liv al ludu, mouk, ha zoken gwenn-sin pe du adarre, evit an intañvezed hepken hag ar gwragez krog mat da vont war an oad.

1954
Référence : VAZA p.31

Klaskit, Kêrroc'h, ur mouchouer / Ha, buan, mouchit an touer.

1960
Référence : PETO p87

Kentañ gwech e oa honnezh din kuitaat ur porzh e bourzh ul lestr; va-unan edon, ne oa deuet den d'am ambroug betek amañ ha, daoust din marteze, e voen fromet koulskoude o welout ar c'himiadoù, an divrec'hioù oc'h hejañ, ar mouchoueroù o frizañ, hag hini pe hini zoken o leñvañ.

1985
Référence : DGBD p10

Flourañ he blev, sevel ha mont da gerc'hat ar voestad mouchoueroù.

2013
Référence : YUDAL p64

Chom a reomp evel-se, en hon-unan, o soñjal er mouchouer a hejimp paz ay Katerina kuit.

2015
Référence : EHPEA p69

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux