mouchouer
mouchouer
mouchouer
Er baradozig-se d'an ampoent ma oan-me distro d'ar gêr, e oamp pevar o chom : an ozhac'h, ma zad oadet a 65 vloaz, noter eno abaoe tost da dregont vloaz ; an itron, ma mamm, na zilezas gwech ebet he dilhad giz Treger, gant he c'hoef gwenn, a veze graet « kallegenn » anezhañ, he chal pe mouchouer du, he zavañjer dantelezet ; ur vatezh yaouank anvet Marianna Touboulig ; ha me, ar mab pennhêr, a oa ma zad o fiziout warnon da gemerout e garg noter, p'am bije graet tri bloaz deskoni gantañ.
— « Moereb, » emezañ, « moereb ! » — « Hein ? Job. » [sic, "hañ"] — « Ur c’hwezenn a zo war ho tal ; pelec’h ez eus ur mouchouer ma sec’hin anezhañ deoc’h ? »
N’eus ket pell koulskoude, deiz ar c’houzoumenn er vourc’h, daoust ha ma vez bemdez-Doue un tog war o fenn, tapet o devoa an div vaeronez, hini Briel hag hini Blougouskant, an tu d’en em stipañ gant ur gatiolenn, un davañjer dantelezhet hag ur mouchouer ken kaer ha biskoazh, evitañ da vezañ du-peg.
En eneb d’an du-kañv-se, pa brene ur vaouez ar mouchouer bras gant pimpilhoù hir ha rodellet a dlee padout outi ha marteze ouzh he merc’h o buhez-pad, evel-just e tibabe al liv a gare, rak kavout a rae er stalioù n’eus forzh pere, an eil lintrusoc’h eget egile : mouchoueroù ruz-tan, glas-dour, gell damruz, glas-mor, liv al ludu, mouk, ha zoken gwenn-sin pe du adarre, evit an intañvezed hepken hag ar gwragez krog mat da vont war an oad.
Kentañ gwech e oa honnezh din kuitaat ur porzh e bourzh ul lestr; va-unan edon, ne oa deuet den d'am ambroug betek amañ ha, daoust din marteze, e voen fromet koulskoude o welout ar c'himiadoù, an divrec'hioù oc'h hejañ, ar mouchoueroù o frizañ, hag hini pe hini zoken o leñvañ.
Flourañ he blev, sevel ha mont da gerc'hat ar voestad mouchoueroù.
Chom a reomp evel-se, en hon-unan, o soñjal er mouchouer a hejimp paz ay Katerina kuit.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
mouchouerad