Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
1
Afficher les variantes

Définition :  Masquer la définition

1. (dirak un ak. degaset gant ar gm. a. pe gant un ag. perc'h., dirak ur rag. gour rener, dirak un ag. pe ur verb displeg. degaset gant ar rn.v. "e") [1878, 1909, 1985] Ger a dalvez da zegas un estlammadenn. [1878] Lamet ur vamm digant he bugale, o ! na krisañ tra ! [1909] Na kaer eo amañ ! [1985] Nag uhel ha sonn eo kefioù ar gwez. & (impl. dirak un ag. estl.) Na pebezh skouer. [1878] Na pebezh maouez [e] oa ivez hounnezh, ar Vari Toulleg-se ! & (impl. dirak un ag. en e zerez-estlammiñ pe en e zerez-uhelañ). 2. (dirak ur ger estlammiñ all) [1874] Ger pouezañ a greñva an estlammadenn. Na demat deoc'h-c'hwi, itron. [1929] Kounañ a ran, na pegen dudius d'ar galon, ha na pegen kaer d'ar spered ha d'an daoulagad, da zaoulagad un arvester pignet war uhelenn Kerargov, gwelout, un hanterkantved a zo, ur skouadrenn meurlistri livet e du ha bevennet gant daou pe dri gelc'h gwenn an tuioù diavaez anezho[.] [1954] Na pegen alies e c'hoarvez din betek-hen klevout digant ur c'hozhiad bennak eveldon : « N'ac'h eus ket soñj, Jarl, eus sivi Soaz Sapeur ? nag e vezent saourus ha marc'had-mat ! » [2003] Na pegen bihan e seblante ar gambr dezhi, kement tra a oa bihan, ar gwele, ar gador, an daol, a oa bet ruz d'ur poent bennak, a-raok ma vefe bet livet e glas-oabl ganti. 2. (dirak un anv hollek, lies pe stroll, pe dirak "pet") [1909, 1927, 1954] Nag a : hag a. [1909] Nag a draoù kaer ! Nag a bet all ! [1954] Ha nag a draoù he devoa desket : goût 'ouie gwriat kerkoulz hag ur gemenerez a-vicher, brodañ, ober dantelezh a bep seurt, aozañ gant paper seiz, gant koar, gant danvez, gant kregin munut ha zoken gant gloan bleunioù kaeroc'h eget ar re a gutuilher el liorzhoù. 3. Tr. estl. [1499] Nag evit-se ! Na bezañ ! : hag evit se, petra a rafe an dra-se. HS. ha. EVEZH. Graet e vez gant "nag" dirak ar gerioù a grog gant ur vogalenn pe gant un "h" na vez ket distaget.

Exemples historiques : 
47
Masquer la liste des exemples

nag evit-se

1499
Référence : LVBCA p75, 148, 180 (ce-ne aumoins)

na

1499
Référence : LVBCA p149 (non, ou nenil)

nag evit-se

1659
Référence : LDJM.1 pg neantmoius

nag a fesonioù

1732
Référence : GReg pg (que de) façons

Nag ar vaouez-se a gare he bugale !

1850
Référence : GON.II p.84, livre second, " Que cette femme-là aimait ses enfants ! "

na

1850
Référence : GON.II pg na, nâg

nag

1850
Référence : GON.II pg na, nâg

nag hi a zo kaer

1850
Référence : GON.II pg na, nâg

ho ! Na hir eo an noz !

1850
Référence : GON.II.HV pg na, nâg

Na c'hwi a laka ac'hanon da grenañ !

1850
Référence : GON.II p.84, livre second, " Que vous me faites trembler ! "

Ar marc'had a voe graet dre skrid, na petra 'ta !

1867
Référence : MGK p88

Na dudius eta e vize mojennoù an aotrou Gwezbriant, ma vize bet gantañ mui a breder ! O vezañ ker brav c'hoazh da glevet en doare ma'z int, na c'hwek e vizent da lenn ! Plijout d'an daoulagad ha d'an divskouarn e razent war un dro.

1867
Référence : MGK Rakskrid IX

na demat deoc'h-c'hwi intañvez

1874
Référence : GBI.II p548

na demat a lâran dit merser

1874
Référence : GBI.II p318

Eo, klevet a reomp kanañ. Nag eo sot tud ar vro-mañ ; nag e tlefent trugarekaat ac’hanomp-ni da vezañ deuet en o bro da dennañ eus o fenn sorc’hennoù ken diot !

1877
Référence : EKG.I. p.164

Nag e ra vad d’ar galon kaout neuze ur beleg en ho kichen, ur mignon hag a lavar deoc’h : « Bezit dinec’h, va breur, ho pec’hedoù a zo pardonet deoc’h. [...] »

1877
Référence : EKG.I. p.296

Nag a vad a rae din ar banne dour-se !

1878
Référence : EKG.II p.24

Lamet ur vamm digant he bugale, o ! na krisañ tra !

1878
Référence : EKG.II p.226

N’hoc’h eus graet droug da zen ? Nag a zaeloù koulskoude a vezo skuilhet en hor bro-ni p’en em gavo ar c’heloù eus a varv ar re hoc’h eus lazhet e Kastell hag e Kergidu ?

1878
Référence : EKG.II p.62

Na pebezh maouez [e] oa ivez hounnezh, ar Vari Toulleg-se !

1878
Référence : EKG.II p.228

Nag e tlee bezañ rok ar Republik gant soudarded n’oant mat nemet da zeviñ manerioù an aotrounez ha tiez al labourerien vat hag a zoujañs Doue, da deuler e puñsoù beleien, merc’hed ha bugale !

1878
Référence : EKG.II p.54

na kaer eo amañ !

1909
Référence : BROU p. 250 (ha)

nag a draoù kaer !

1909
Référence : BROU p. 250 (ha)

Na karet en dije bet mont gante !

1924
Référence : BILZ1 Niv. 42, p.974 (Even 1924)

— Tavit, mamm Izabel, tavit… Na pegement a boan hoc’h eus-hu gouzañvet evit sevel ho pevar bugelig !…

1925
Référence : BILZ2 p.176

Na pebezh glac’har ! na pebezh spont, va Jezuz !

1925
Référence : BILZ2 p.176

Poan-galon da Vilzig : chom hep mont d’an aod evit ar mare bras, na pebezh pinijenn !

1925
Référence : BILZ2 p.139

nag a bet all !

1927
Référence : GERI.Ern pg a3 (combien d'autres)

na

1927
Référence : GERI.Ern pg a

Kounañ a ran, na pegen dudius d'ar galon, ha na pegen kaer d'ar spered ha d'an daoulagad, da zaoulagad un arvester pignet war uhelenn Kerargov, gwelout, un hanterkantved a zo, ur skouadrenn meurlistri livet e du ha bevennet gant daou pe dri gelc'h gwenn an tuioù diavaez anezho ; koeñvet o gouelioù damwenn dezho gant an avel-reizh pe rodellet dindan ar fourradoù avel-dro, hag o stekiñ ouzh ar c'herdin hag ouzh ar gwerniou en ur stlakañ gant stroñs ha gant tregern.

1929
Référence : SVBV p.15

Nag a draoù a veze kavet amañ evit an arc'hant...

1944
Référence : EURW.1 p30

Ha na da bet pardon all e veze pedet ma zad, abalamour ma oa noter, ezhomm an holl anezhañ.

1944
Référence : EURW.1 p27

Nag a bet gwech am boa klevet tud o lavarout : « Brezhoneg ac'hann, brezhoneg alese, 'vit o c'hompren a zo kerse... »

1944
Référence : EURW.1 p74

Stignañ a raen ma divskouarn ha pa'm beze komprenet ur frazenn, pe pa vezen bet komprenet, e oa stad ennon[,] na petra 'ta.

1944
Référence : EURW.1 p74

Da bep aotrou e c’hoproù, na petra 'ta !

1944
Référence : EURW.1 p85

Anat e oa an dra e sell ouzh ar breur Celestin[o] : hennezh a oa trikamardet e dammig boullienn gant broudoù ar c'hig. Nemet, na petra 'ta ! N'oa ket bet meret er bleud an tanavañ. Primoc'h e oa ar pemoc'h da zihuniñ en e greiz eget an ael.

1949
Référence : SIZH p.48

Da gentañ, ur gristenez vat e oa « señorita » zu an iliz. Na kalonek e tibune he chapeled !

1949
Référence : SIZH p.48

Nag a c’hwezh vat a save diouto !

1954
Référence : VAZA p.33

Na pegen alies e c'hoarvez din betek-hen klevout digant ur c'hozhiad bennak eveldon : « N'ac'h eus ket soñj, Jarl, eus sivi Soaz Sapeur ? nag e vezent saourus ha marc'ha[d]-mat ! »

1954
Référence : VAZA p.10

Ha nag a draoù he devoa desket : goût 'ouie gwriat kerkoulz hag ur gemenerez a-vicher, brodañ, ober dantelezh a bep seurt, aozañ gant paper seiz, gant koar, gant danvez, gant kregin munut ha zoken gant gloan bleunioù kaeroc'h eget ar re a gutuilher el liorzhoù.

1954
Référence : VAZA p.15

Kavet hoc'h eus ho saout aet da laerezh e park un amezeg sellus. Nag eo dipitus !

1973
Référence : HYZH Niv. 88, p. 42, Anjela Duval

Degouezhout a ra ur mignon en ho ti. Dont a ra eus a bell. Koulz merenn eo. N'hoc'h eus netra vat en ti, na den dindan ho torn da gas d'ar pourveañsoù. Nag hoc'h eus mezh !

1973
Référence : HYZH Niv. 88 p. 42, Anjela Duval

Na kaer al lies liv, ken e luc'h ar bed-mañ, Evel mil tantad foll.

1980
Référence : BREM Niv. 1, p. 3

Pebezh koad a zo da dreuziñ, avat, nag uhel ha sonn eo kefioù ar gwez, ur gwir goad gwerc'h ha divoulc'h, kempenn ha distrouezh.

1985
Référence : DGBD p153

Na pet talbenn kamm, na pet talbenn mogn pe didog !

2013
Référence : LLMM Niv. 399, p. 19

Na disheñvel int diouzh peulioù kenaozet ar chantele a oa strobet outo holl linennoù nerzh an iliz da vezañ dasparzhet en egor.

2013
Référence : LLMM Niv. 399, p. 16

Na pegen bihan e seblante ar gambr dezhi, kement tra a oa bihan, ar gwele, ar gador, an daol, a oa bet ruz d'ur poent bennak, a-raok ma vefe bet livet e glas-oabl ganti.

2023
Référence : DREAM p. 130

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux