na
nag a bet all !
Kounañ a ran, na pegen dudius d'ar galon, ha na pegen kaer d'ar spered ha d'an daoulagad, da zaoulagad un arvester pignet war uhelenn Kerargov, gwelout, un hanterkantved a zo, ur skouadrenn meurlistri livet e du ha bevennet gant daou pe dri gelc'h gwenn an tuioù diavaez anezho ; koeñvet o gouelioù damwenn dezho gant an avel-reizh pe rodellet dindan ar fourradoù avel-dro, hag o stekiñ ouzh ar c'herdin hag ouzh ar gwerniou en ur stlakañ gant stroñs ha gant tregern.
Da gentañ, ur gristenez vat e oa « señorita » zu an iliz. Na kalonek e tibune he chapeled !
Anat e oa an dra e sell ouzh ar breur Celestin[o] : hennezh a oa trikamardet e dammig boullienn gant broudoù ar c'hig. Nemet, na petra 'ta ! N'oa ket bet meret er bleud an tanavañ. Primoc'h e oa ar pemoc'h da zihuniñ en e greiz eget an ael.
Degouezhout a ra ur mignon en ho ti. Dont a ra eus a bell. Koulz merenn eo. N'hoc'h eus netra vat en ti, na den dindan ho torn da gas d'ar pourveañsoù. Nag hoc'h eus mezh !
Kavet hoc'h eus ho saout aet da laerezh e park un amezeg sellus. Nag eo dipitus !
Na kaer al lies liv, ken e luc'h ar bed-mañ, Evel mil tantad foll.
Pebezh koad a zo da dreuziñ, avat, nag uhel ha sonn eo kefioù ar gwez, ur gwir goad gwerc'h ha divoulc'h, kempenn ha distrouezh.
Na pet talbenn kamm, na pet talbenn mogn pe didog !
Na disheñvel int diouzh peulioù kenaozet ar chantele a oa strobet outo holl linennoù nerzh an iliz da vezañ dasparzhet en egor.
Na pegen bihan e seblante ar gambr dezhi, kement tra a oa bihan, ar gwele, ar gador, an daol, a oa bet ruz d'ur poent bennak, a-raok ma vefe bet livet e glas-oabl ganti.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
na