Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
1
Afficher les variantes

Formes fléchies : 
58
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. v.k.e. A. Na asantiñ da wirionez, da wirvoud udb. Nac'h un torfed, un dle, ar wirionez. Ne vefen ket souezhet e teufe ar pennoù bras da nac'h an traoù a gontan amañ. B. Dre ast. 1. Na anavezout pouez, talvoudegezh udb., ober evel pa ne vefe ket eus udb. Ne nac'han netra eus istor ma bro, mat ha fall. Ne c'hall ket ar vro-se nac'h oberzhioù he stourmerien. 2. Terriñ e fealded d'ub., d'udb. Sant Pêr, teir gwech, a nac'has Jezuz. Nac'h e feiz, e stourm. DHS. dislavaret. C. Na zegemer udb. zo kinniget, profet d'an-unan. Nac'h ur gouviadenn, ur prof, ur priz. Nac'h a rae ar boued a veze roet dezhañ. D. NAC'H UDB. OUZH UB. : na reiñ e c'houlenn, e c'hoant, ar pezh zo dleet dezhañ, d'ub. Nac'h ur gwir ouzh ub. Nac'h ouzh an nesañ ar pezh zo dezhañ. Ne vez nac'het netra outo. & (hep ar renadenn dieeun) Ne nac'h morse e bardon. II. v.k.d. NAC'H WAR UB. : na ziskuliañ an den-se. An neb a nac'h war al laer zo ken fall hag eñ. III. 1. (impl. dirak un islav. degaset gant ar rn. v. e) Na asantiñ da wirionez, da wirvoud udb. N'en doa ket kredet nac'h ez eus un Doue. Ne nac'hot ket oc'h bet eno memes tra ! 2. (impl. dirak un av.) Nac'h ober udb. : na asantiñ e ober. Pa dostae e vignon e nac'he e selaou hag er c'hase kuit gant kounnar. & Ent krenn Asantet en doa da gentañ met buan e kemmas soñj hag e nac'has. IV. YEZHAD. (impl. da spizer en e furm av.) Termen a saver diwarnañ rummennoù yezhadur a dalvez da c'heriañ an eneb. Ur rannig verb nac'h : ger a lakaer dirak ar furmoù verb hag a dalvez da reiñ d'ar furmoù-se un dalvoudegezh enep an hini a vez ganto a-hend-all. & Ur goulenn, ur respont, ul lavarenn nac'h : savet diwar ur rannig verb nac'h. & Ar stumm nac'h : rummenn yezhadur, anezhi patrom an holl furmoù verb zo degaset gant ur rannig verb nac'h.

Exemples historiques : 
38
Masquer la liste des exemples

nac'h

1499
Référence : LVBCA p149 (nier)

nac'h

1659
Référence : LDJM.1 pg nier

neb na nac'her netra outañ

1732
Référence : GReg pg depositaire (des secrets de quelqu'un)

nac'het

1732
Référence : GReg pg disconvenu (uë)

nac'h un dra

1732
Référence : GReg pg celer (tenir quelque chose cachée, se taire sur une chose, la nier), disconvenir (ne pas demeurer d'accord de)

nac'het un dra

1732
Référence : GReg pg celer (tenir quelque chose cachée, se taire sur une chose, la nier)

prezeg d'ar barbailhoded ar poentoù eus ar feiz pere a nac'hont

1732
Référence : GReg pg (prêcher la) controverse (aux hérétiques)

nac'h

1850
Référence : GON.II pg nac'ha

Na nac'han ket e ven kar-nes dit ; hogen un all a zo c'hoazh nesoc'h.

1850
Référence : GON.II p.104, Buez Ruth.

nac'h

1850
Référence : GON.II pg nac'ha

nac'het

1850
Référence : GON.II pg nac'ha

na nac'hot ket kement-se

1850
Référence : GON.II pg nac'ha

nac'hañ a ra e gerent

1850
Référence : GON.II pg nac'ha

Fazi ar c'hwreg a vez kavet, / Ar vad a ra a vez nac'het.

1867
Référence : MGK p133

An azen, deuet e dro, a lavar evel-henn : / "Ned eus ket pell, soñj am eus, ur wech, en ur dremen, / Dre ur prad glas a oa, me 'gav din, d'ur manac'h, / An naon, ar yeot flour ha, m'en diskuilh hep nac'h, / Dre ali Paol gornek o sutal em fenn sot, / E peurjon er prad-se ledander va zeod.

1867
Référence : MGK p25-26

« Ar pezh voa mat a lavarez, / Ar pezh a voa fall a nac'hez, / Ha koulskoude te da-unan / A skrab ivez, 'vel a welan, / A-raok an dud hag ar c'hizhier, / Stankoc'h amañ evit em c'hêr. »

1867
Référence : MGK p128

Ma ne lavar ket Canclaux penn-da-benn ar wirionez d’e vistri a yoa e Pariz, ma tro e stal bravik a-walc’h, n’eo ket evit nac’h da vihanañ e oamp-ni en em gannet a-galon.

1877
Référence : EKG.I. p.313

Ar Pab hoc’h eus ivez nac’het / Pa hoc’h eus hen dilezet / ’Barzh an traoù a relijion / ’Vit heuilh lezenn an "Nasion".

1877
Référence : EKG.I. p.104

Krediñ tud hag o deus nac’het o Doue ha dilezet relijion o zudoù-kozh ? Alo ’ta ! N’on ket ken diskiant.

1877
Référence : EKG.I. p.141

Ar republikaned a nac’ho an "arme noar" evit bezañ a-du ganto, — koulskoude e meur a lec’h ez eus c’hoarvezet traoù ker kriz hag e Konk. — Nac’h a zo aes, mes diskouez ne wrie ket war ar memes torchenn "ar re ruz" a gomzan anezho hag ar republikaned all, n'eo ket ken aes.

1877
Référence : EKG.I. p.204

Anat dezhañ diwar-se ez oa spesoù, nemet ez oant spesoù dinoaz, e nac’has klask adarre e nep doare digeriñ emziviz ganto ; e venoz a reas, avat, d’o skorañ kement ha ma c’hellje den krouet hen ober.

1923
Référence : SKET p.115

An neb, avat, a nac’ho lenn al linennoù-mañ, pe a viro ouzh ar re all d’o lenn, pe a labezo ar bugenoù, pe a rasklo pe a gemmo tra pe dra el linennadoù a zo warno, ra skoio outañ Mestr ar santual ur marv buan ha trumm.

1923
Référence : SKET p.25-26 (+p197 "Da reiz[h]a[ñ] "P. 26, lin. 1, e lec’h « linnenadou » len[n] « linennadou ».")

Hag ec’h eilgerias ar gov : « N’hellan nac’h netra ouzh an den-meur brudet ma pleg pep tra dirazañ, ar c’hadour doujet ma sav ha ma tav outañ an doueed zoken.

1923
Référence : SKET p.36

Diwar se e nac’has o armoù hag o binvioù sentiñ ken ouzh mibien Vanos ; sevel ha mont d’o c’herc’hat a rankjont ; an arc’houereed a baouezas a bigellat, a hadañ, a vediñ evito.

1923
Référence : SKET p.76

Dre gomz dereat e tisklêrias an henañ, Mandonios, ez oa deut, eñ hag e zaou vreur, dre m’o doa da emguzuliata gant ar gwerc’hezed sakr diwar-benn traoù a bouez ret o c’henverat didest-kaer ; ha bezañ diwezhat anezhi, e krede na nac’hjent ket o digemerout ; o-unan ha diarm e teuent, fizius en enor hag e lealded an teir rouanez.

1923
Référence : SKET p.102

Kadra, avat, a enebas : « Petra hon eus, emezi, da zoujañ a-berzh an tri roue ? Ha petra ’vern ma ’z eo nozig anezhi ? Ha n’hon eus ket hor re-ni en-dro deomp, dezho da ziredek d’hor c’hentañ galv, m’hor bije ezhomm anezho ? Hag, a-hend-all, nac’h ouzh en tri estren o digemerout ha selaou ouzh o c’hefridi, ha na ve ket diskouez dezho e tiskredomp warno hag o feukañ dibenn-kaer ? »

1923
Référence : SKET p.102-103

— Sellit, sellit ’ta !… E dad eo, heñvel-bev eo outañ. N’oc’h ket evit e nac’h, mamm Marc’harid : ho mabig bihan eo, hep douetañs ebet.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 37, p.811 (Miz Genver 1924), ("henvel-beo" reizhet e Niv. 38, "ERRATA" p.846).

rakverb nac'h

1931
Référence : VALL pg adverbe (de négation)

-« Ul lizher-kelc’h, emezon-me, a-berzh ar ministr Traoù an Diabarzh, a zifenn ouzh ar veleien implijañ ar brezhoneg en o sarmonioù hag er c’hatekizoù. Daoust ha gouzañv a raimp hevelep dismegañs ? » -« Nann, nann, » a youc’has ar bobl en ur vouezh. « Hag ali oc’h holl da sevel hor mouezh, ha da nac’h sentidigezh ? » - « Ya, ya » a huchas ar bobl.

1944
Référence : EURW.1 p.207

Ar breur Arturo, nac'het gantañ azezañ, a chome ouzh e sav, gant e skubellenn hag e zorch, dirak Palmira daoulinet war darenn-derez chapelig ar Rozera.

1949
Référence : SIZH p.49

N'oa ket bet troc'het ha didosennet holl c'hlastenenned an diribinoù, ha kalz eus platanenned diamzeret ar balioù aet da zouar fu a nac'he atav kouezhañ diouzh o sav.

1949
Référence : SIZH p.52

Ne nac'ho ket Palmira : ur vaouezig, sempl dre natur, ne c'hell nemet sentiñ.

1949
Référence : SIZH p.64

Daoust d'an doare kriz ha garv / Ma vez drastet he fastored / Er prizon, porched ar marv / Hag, er jahin, eno loret, / O c'hedal petra emaon c'hoazh / Da zianzav dirak an holl / Al le a rankin nac'h arc'hoazh / Ma vennan chom hep mont da goll ?

1960
Référence : PETO p34

Stourmet 'm eus outo start d'ampellañ c'hoazh an deiz, / An deiz enkrezus-mañ, ma dibab 'vo ret deoc'h / Etre sujañ d'an urzh pe, en abeg d'ar Feiz, / Nac'h touiñ dre ho le ha koll frankiz ha peoc'h.

1960
Référence : PETO p15

Ar binasenn ne oa ket avat ken karget ha ma c'hellje bezañ bet, rak an dougerien Bavoumbou a nac'has krenn pignat enni.

1985
Référence : DGBD p115

Ouzhpenn ar fed e ranker nac'h barn an dud digablus ez eus un abeg all kuit da implijout ar feulster ha da zegas efedoù drastus na vefe tu da ziverkañ goude: gouzout a ra ar stourmerien difeuls pegen aes eo faziañ ha bezañ dallet, dreist-holl pa zegas feulster an enebourien kasoni, aon ha dispi.

2015
Référence : DISENT p46

Arabat deoc'h ankouaat eo gwelloc'h nac'h reiñ digor d'ar poliserien evit bezañ tapet fall... ar pezh a vo tu d'ober, ar wech kentañ bepred, pa zeufont diniverus hag hep ar binvioù ret.

2015
Référence : DISENT p171-172

Hag ouzhpenn e vo roet ur gopr dezhi ha n'he do biken e Bro-C'hres. N'eo ket aes dezhi nac'h.

2015
Référence : EHPEA p144

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux