nac'h
nac'het
nac'h un dra
nac'het un dra
nac'h
nac'het
Dre gomz dereat e tisklêrias an henañ, Mandonios, ez oa deut, eñ hag e zaou vreur, dre m’o doa da emguzuliata gant ar gwerc’hezed sakr diwar-benn traoù a bouez ret o c’henverat didest-kaer ; ha bezañ diwezhat anezhi, e krede na nac’hjent ket o digemerout ; o-unan ha diarm e teuent, fizius en enor hag e lealded an teir rouanez.
Kadra, avat, a enebas : « Petra hon eus, emezi, da zoujañ a-berzh an tri roue ? Ha petra ’vern ma ’z eo nozig anezhi ? Ha n’hon eus ket hor re-ni en-dro deomp, dezho da ziredek d’hor c’hentañ galv, m’hor bije ezhomm anezho ? Hag, a-hend-all, nac’h ouzh en tri estren o digemerout ha selaou ouzh o c’hefridi, ha na ve ket diskouez dezho e tiskredomp warno hag o feukañ dibenn-kaer ? »
-« Ul lizher-kelc’h, emezon-me, a-berzh ar ministr Traoù an Diabarzh, a zifenn ouzh ar veleien implijañ ar brezhoneg en o sarmonioù hag er c’hatekizoù. Daoust ha gouzañv a raimp hevelep dismegañs ? » -« Nann, nann, » a youc’has ar bobl en ur vouezh. « Hag ali oc’h holl da sevel hor mouezh, ha da nac’h sentidigezh ? » - « Ya, ya » a huchas ar bobl.
Ar breur Arturo, nac'het gantañ azezañ, a chome ouzh e sav, gant e skubellenn hag e zorch, dirak Palmira daoulinet war darenn-derez chapelig ar Rozera.
N'oa ket bet troc'het ha didosennet holl c'hlastenenned an diribinoù, ha kalz eus platanenned diamzeret ar balioù aet da zouar fu a nac'he atav kouezhañ diouzh o sav.
Ne nac'ho ket Palmira : ur vaouezig, sempl dre natur, ne c'hell nemet sentiñ.
Ar binasenn ne oa ket avat ken karget ha ma c'hellje bezañ bet, rak an dougerien Bavoumbou a nac'has krenn pignat enni.
Ouzhpenn ar fed e ranker nac'h barn an dud digablus ez eus un abeg all kuit da implijout ar feulster ha da zegas efedoù drastus na vefe tu da ziverkañ goude: gouzout a ra ar stourmerien difeuls pegen aes eo faziañ ha bezañ dallet, dreist-holl pa zegas feulster an enebourien kasoni, aon ha dispi.
Arabat deoc'h ankouaat eo gwelloc'h nac'h reiñ digor d'ar poliserien evit bezañ tapet fall... ar pezh a vo tu d'ober, ar wech kentañ bepred, pa zeufont diniverus hag hep ar binvioù ret.
Hag ouzhpenn e vo roet ur gopr dezhi ha n'he do biken e Bro-C'hres. N'eo ket aes dezhi nac'h.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
nac'h