Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
122
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k.e. A. 1. Dianzav. Dinac'het hoc'h eus ho hendadoù. Ma c'henseurted a zinac'h ar ger a fealded a roan deoc'h en o anv. 2. RELIJ. Dianzav. Dinac'h ar Feiz. Dinac'h Doue. HS. nac'h. B. Nac'h asantiñ, resev (udb.). Dinac'het en deus hor pedadenn. Dinac'h an atebegezh. C. Dinac'h udb. ouzh ub., da ub. : nac'h an dra-se outañ. Ar spontusañ kastiz zo dinac'h outo o Faskoù. Biskoazh ne voe gwelet o tinac'h an aluzen d'ar paour. II. A. (dirak un av.) Nac'h. Ne reont nemet gouelañ ha dinac'h debriñ. B. (gant an ar. ouzh) 1. (dirak un av.) Nac'h. Dinac'h ouzh ub. ober udb. : nac'h outañ ar gwir d'ober an dra-se. 2. (impl. dirak un islav. degaset gant ar rn. v. e) Nac'h. Dinac'h ouzh ar gerent ez int perc'henn d'o bugale : nac'h anavezout eo ar gerent perc'henn d'o bugale.

Skouerioù istorel : 
22
Kuzhat roll ar skouerioù

dinac'h

1499
Daveenn : LVBCA p58 (desnyer)

dinac'h

1732
Daveenn : GReg pg denier (nier une chose; refuser)

Hon Salver a ziouganas da Sant Pêr, penaos a-barzh kan ar c'hilhog, e teuzje a-benn teir gwech d'e renoñsiañ, d'e zinac'h, d'e zianzavout.

1732
Daveenn : GReg pg (Nôtre Seigneur prédit à Saint Pierre qu'il le renieront trois fois, avant que le) coq (eût chanté)

dinac'hañ un dra

1732
Daveenn : GReg pg celer (tenir quelque chose cachée, se taire sur une chose, la nier)

dinac'het un dra

1732
Daveenn : GReg pg celer (tenir quelque chose cachée, se taire sur une chose, la nier)

dinac'het

1732
Daveenn : GReg pg denier (nier une chose; refuser), denié (ée)

prouidigezh anat eus ar wirionez dinac'het

1732
Daveenn : GReg pg conviction (preuve évidente d'une verité que l'on avait deniée)

dinac'hañ

1850
Daveenn : GON.II.HV pg réuzi

dinac'hañ

1850
Daveenn : GON.II pg dinac'ha (Renier. Dénier. Désavouer. Méconnaître. Refuser), nac'ha

dinac'h

1850
Daveenn : GON.II pg dinac'ha (Renier. Dénier. Désavouer. Méconnaître. Refuser).

dinac'het

1850
Daveenn : GON.II pg dinac'ha (Renier. Dénier. Désavouer. Méconnaître. Refuser. Part.)

Na c'hell ket dinac'hañ ar pezh en deus lavaret din.

1850
Daveenn : GON.II pg dinac'ha (Il ne peut pas nier ce qu'il m'a dit).

Na zinac'ho ket an dra-mañ.

1850
Daveenn : GON.II pg dinac'ha (Il ne refusera pas ceci).

— Ya, aotrounez, chomit keit ha ma [kerot]. Menec’h Sant-A[l]bin n’o deus biskoazh gouezet dinac’h netra eus ar pezh o doa d’an neb a c’houlenne.

1877
Daveenn : EKG.I. p.56

Galvit ar c’hras, hag ho po-hi / Jezuz-Krist ne zinac’h hini, / Pa vez trugarez goulennet / Gant ur galon gwir glac’haret.

1877
Daveenn : EKG.I. p.106

dinac'h

1909
Daveenn : BROU p. 226

Dinac’hañ bepred a rejont prenañ keveleriezh ha kengarantez ar roueed estren dre reiñ dezho da briedoù o merc’hed aourvlevek.

1923
Daveenn : SKET p.92

dinac'h

1931
Daveenn : VALL pg abjurer

Hag a-walc'h n'eo dinac'h Doue / Ha trubardiñ Bro ha Roue, / Ober noilh d'ar sitoianed, / Da vignoned ken lubanet, / Ha beleien geizh diskuliañ / Da zibennañ pe drubuilhañ ?

1960
Daveenn : PETO p74

Ur c'hoant divent 'lies am bez [,]/ Ar ger a rois [,] da zinac'h.

1960
Daveenn : PETO p34

En ano[v] an Tad hag ar Mab hag ar Spered Santel ha glan, Kentoc'h eget dinac'h ar pab E lakafen ma dorn en tan !

1960
Daveenn : PETO p20

Ha bremañ, c'hwi hag a zo abaoe ken pell bevennet ho spered gant ar savboentoù strishañ ha danvezekañ, c'hwi hag hoc'h eus dinac'het vertuzioù ar vezekniezh trehontel, c'hwi hag hoc'h eus graet al lu gant tud a oa dreist deoc'h... sellit !

2012
Daveenn : DJHMH p88

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial