Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Formes fléchies : 
7
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

1. Zo nec'het, en deus prederi. Chom a rae prederiet ma spered gant buhez Iwerzhon. Aet e oa, prederiet e dal, war-du e gambr. HS. nec'hañset. 2. Zo graet war e dro. [1924] Ezhomm o devoa da vezañ bevet mat, prederiet mat.

Exemples historiques : 
7
Masquer la liste des exemples

Bilzig ne chomas ket da glask kemend-all. Berr e vennozh war an doare-se : klañv e oa Katellig, kasti ha treut e vreur Yannig, kig ne oa ket da reiñ dezhe, ezhomm o devoa da vezañ bevet mat, prederiet mat ; gedon ha konifled a zo du-hont en koad Keraudren dont a reont da c’hoari war an traezh, war-dro goulou-deiz : mar gall o zapout, tizhet e vefont.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 42, p.976 (Even 1924)

prederiet

1931
Référence : VALL Rakskrid p XXI, affairé

Aotrou maer, war ho kourc'hemenn / Em eus kaset dezho kemenn. / Met ma fenn 'oa gwall-brederiet / Gant ar pezh am eus disklêriet. / 'Vit al lizher 'm oa da skrivañ / Nouspet gwech e rankis strivañ.

1960
Référence : PETO p12

Ne oan ket prederiet gant va c'hof, rak soñjal a rae din e vije bet graet an dro en ur ober ur peder eur bennak hepken, tra ma padas tost d'un hanter pelloc'h.

1985
Référence : DGBD p68

C'hoariit ar c'houblad amourouzien, an dremenidi prederiet, al labourerien o vont d'o labour gant pres warne... hag evel-just cheñchit ho look kuit na vefe tres splann ur "stourmer" warnoc'h -badjoù, piercing, stumm ho plev, dilhad disheñvel betek re...-

2015
Référence : DISENT p73-74

Kempennit lec'h an obererezh evel ma rafe ul leurenner c'hoariva prederiet gant ar fed e rank an arvesterien kompren mat.

2015
Référence : DISENT p81

Prederiet int gant meur a dra : uhelaat en o micher, ar gevezerezh, o zamm ego, ar vignogiezh hag ar mennozhioù uhel hag ar sell hiniennel o deus ouzh o micher...

2015
Référence : DISENT p118

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux