1. Tr. adv.
WAR E NAÑV(-KAER) : hep hastañ, en ur gemer amzer, war e blijadur.
Deuit war ho nañv. Daoust din da gerzhet war ma nañv. Yann a oa distroet e-keit-se, war e nañv-kaer.
&
(impl. en e furm vihanaat)
WAR E NAÑVIG, NAÑVIGOÙ : goustadik.
Ret e voe dezho treuziñ an hent war o nañvig. Bale war e nañvigoù.
DHS. difonn, dousik, goustad.
HS. goar.
2. Yezh ar vugale
NAÑV-NAÑV.
Mont d'ober nañv-nañv : mont da gousket.
&
Dre ast.
Nañv-nañv-nañvig : termen a reer gantañ da zevrezañ mouskomzoù ar vagerez o luskellat ur babig.
Nañv-nañv-nañvig kouskus ma magerez ouzh ma luskellat.
HS. toutou.