Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
2
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Tr. adv. WAR E NAÑV(-KAER) : hep hastañ, en ur gemer amzer, war e blijadur. Deuit war ho nañv. Daoust din da gerzhet war ma nañv. Yann a oa distroet e-keit-se, war e nañv-kaer. & (impl. en e furm vihanaat) WAR E NAÑVIG, NAÑVIGOÙ : goustadik. Ret e voe dezho treuziñ an hent war o nañvig. Bale war e nañvigoù. DHS. difonn, dousik, goustad. HS. goar. 2. Yezh ar vugale NAÑV-NAÑV. Mont d'ober nañv-nañv : mont da gousket. & Dre ast. Nañv-nañv-nañvig : termen a reer gantañ da zevrezañ mouskomzoù ar vagerez o luskellat ur babig. Nañv-nañv-nañvig kouskus ma magerez ouzh ma luskellat. HS. toutou.

Skouerioù istorel : 
1
Kuzhat roll ar skouerioù

mont war e nañv

1732
Daveenn : GReg pg aller

Notennoù studi

Reizhskrivet "nañ" e NDBF.

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial