Plus d'options

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
GBAHE

Formes fléchies : 
3
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

1. Nec'h gantañ. Arabat bezañ nec'het gant ar vugale-se, ur vamm vat o deus. N'eo ket an dra-se en lakae nec'hetañ. & Nec'het-marv : nec'het-kenañ. & Trl. kv. Bezañ nec'het evel an diaoul gant e bec'hed : nec'het-bras. 2. Zo lakaet diaes, en arvar. Gwall nec'het int o c'houzout petra da ober. Ne voe ket gwall nec'het evit kaout ur respont da reiñ dezhañ. Aze on lakaet nec'het. 3. Prederiet. & Trl. skeud. Na vezañ nec'hetoc'h gant udb. eget gant e votez kentañ : na vezañ prederiet tamm gantañ. Desket e vo d'ar skoliad kaezh ur bern deiziadoù brezelioù hag emgannoù n'eo ket nec'hetoc'h ganto eget gant e votez kentañ.

Exemples historiques : 
37
Masquer la liste des exemples

nec'het

1499
Référence : LVBCA p150 (ennoye)

Evel ma'z ententas ez komeras darn he zud [eus] he falez hag ez em warnisas gant sin ar groaz, hag ez eas en kêr, hag ez kavas un nombr bras a gristenien, pere a yae da sakrifiañ d'an idoloù rak aon na vient lazhet ma'z voe meurbet nec'het ha keuzet.

1576
Référence : Cath p5-6

nec'het

1732
Référence : GReg pg abandonner

bezañ nec'het

1732
Référence : GReg pg affliger

Ken nec'het eo, ma ne oar ket petra da ober.

1850
Référence : GON.II p.95, livre second, « Il est si inquiet, qu’il ne sait que faire ».

nec'het eo gant an ezhomm eus a arc'hant

1850
Référence : GON.II pg ézomm

Ha chetu war-dro hanternoz e voe spontet, ha nec'het Booz, pa welas ur vaouez gourvezet oud e dreid.

1850
Référence : GON.II.HV p.104, Buez Ruth.

He mignonez oc'h he gwelet / O krenañ, o vezañ nec'het, / A c'houlennas dre garantez : / — « Petra zo o c'hoari ganez ? »

1867
Référence : MGK p128

An alc'houeder a oa nec'het gant an dra-se.

1867
Référence : MGK p52

Nec'het, mar boe biskoazh, e kasas [ar gwaz] da bourmen / E c'hrweg, penn digabestr, pizhenn, berr a lostenn.

1867
Référence : MGK p74

Koulskoude, pa welas e oa ker kastizet, / Gant ul lostennad keuz, ar verc'h a voe nec'het. An oad ha c'hoant bremañ a lavar dimeziñ. Gwelit, mousklenn grinet zo [sic, emañ] an tan en he zi !

1867
Référence : MGK p57

— « Petra zo, va merer, ma'z oc'h deut d'am gwelet ? / N'emañ ket gouel-Mikael ? — Aotrou, me zo nec'het : / Setu daou vloaz a zo emaon en ho koumanant, / Hep na deu din diouti nemet dispign arc'hant. »

1867
Référence : MGK p93

Du-mañ eus ur c’hi hanvet Korsako hag a oar ober brav-kenañ e wele e-mesk ar c’holo ; ma karjen bezañ aet d’ar skol gantañ n’oan ket bet ken nec’het ha ma’z on bremañ.

1877
Référence : EKG.I. p.73

— Nec’het on, ha nec’het n’on ket. — N’on ket nec’het war ar pezh am eus c’hoant da ober hag a rin eo zoken ; mes nec’het on o klask gouzout penaos dont a-benn eus va zaol.

1877
Référence : EKG.I. p.213

Petra ’ta, va den mat, eme egile, un dra bennak a ziaes a c’hoari ganeoc’h, diouzh ar pezh a welan ? — Ya-da, ha nec’het-bras on zoken.

1877
Référence : EKG.I. p.91-92

Un dervezh all, e-kreiz ur foar pe ur marc’had, ec’h en em gave daou zen an eil gant egile ha n’o doa ket an aer d’en em anaout tamm ebet, hag unan anezho a skrabe e benn evel un den nec’het.

1877
Référence : EKG.I. p.91

Nec’het e oamp hon-unan o welet hor mestr glac’haret hag ankeniet.

1878
Référence : EKG.II p.100

Mes ne oan evit gwelet netra, ha setu me nec’hetoc’h eget biskoazh.

1878
Référence : EKG.II p.41

Jezuz, c’hwi oar n’e[o] ket ma zad, / Pell amzer zo, ur c’hristen mat. / Gant e ine on nec’het-holl / O, harzet-eñ da vont da goll !

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 30 janvier 1898, p.1

Eus al lec’h milliget-se, kent d’al lanv distreiñ da wastañ an aod-mor, o doa kemeret o nij teir alarc’hez, fromet ha nec’het-holl.

1923
Référence : SKET p.113

Anavezet e voe ganto e lezent bemnoz, o tont eus an dour, o c’hrec’hen elerc’h war an traezh hag ez oa anezho teir flac’h yaouank, bras, kenedek, nemet morlivet ha nec’het-marv, a gemere troad en aod, en ur waskañ o blevioù melen glebiet-holl gant ar c’hoummoù.

1923
Référence : SKET p.114

Houmañ n’oa ket nec’het da welet he bugale o redek dre ar bourk, rak, pa ’c’h ae abred eus ar beure da werzhañ he boutegad, peurliesañ n’he dije ket amzer da gempenn anezho.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 38, p.841 (Miz C'hwevrer 1924)

Erru an abardaez. Izabel er gêr inouet he-unan a chale, nec’het. — Pelec’h eo chomet ar vugale ?… Petra a zo c’hoarvezet gante ?

1925
Référence : BILZ2 p.120

an disterañ ma vezed nec'het

1931
Référence : VALL pg aussitôt

nec'het

1931
Référence : VALL pg anxieux

Tapet e voe nec'het eno ar vrezhonegerien, zoken an aotrou Vallée.

1944
Référence : EURW.1 p69

Evit gwir, ma c'halon a oa nec'het gant ar cheñchamant.

1944
Référence : EURW.1 p47

Nec’het a-walc’h e choman va-unan.

1944
Référence : ATST p.8

Lukaz, avat, ne oa mui nec’het gant higenn na gant pesk; gant ar pakad a oa aet dreist ar skluz, ne lavaran ket.

1944
Référence : ATST p.12

N’on ket nec’het gant ho koll pe ho kounidigezh.

1944
Référence : ATST p.71

Nec'het e oa o verzhout e wele an traoù gant daoulagad nevez. Ne vourre mui zoken e kompagnunezh e genvreudeur.

1949
Référence : SIZH p.46

Nec'het e benn, e ya da sellout dreist mur ar porzh, hag e chom da arvestiñ ouzh ur marc'heger hag e loen.

1960
Référence : PETO p55

Ouzhout, kure, am eus avi, / Me, an trubard, ar renavi, / Pa zeu lec'hid da zilaviñ, / Lec'hid lor ha brein ma fec'hed / 'Barzh ma c'halon skuizh ha rec'het / Hag em ene lous ha nec'het.

1960
Référence : PETO p40

Met allas ! rak droulañs garv / An Nasion griz on nec'het, / Hag e krenan rak ar marv / Hep distreiñ diwar ma fec'hed.

1960
Référence : PETO p34

Ar re-mañ eta, a oa deut, nec'het un tamm anezho oc'h en em c'houlenn penaos e trofe an abadenn ar wech-mañ.

1980
Référence : BREM Niv. 1, p. 4

En ur sevel eus e wele en deiz war-lerc'h, avat, e voe nec'het ar paotr yaouank-se o welout e oa goloet e vruched ha tu diabarzh e zivrec'h a bikoù ruz, ken gwazh ha ma vije bet taget gant ar ruzell.

1985
Référence : DGBD p78

"Kudennoù zo gant Fanis, a fell dit lavarout?" a c'houlennan outi, nec'het.

2015
Référence : EHPEA p29

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux