Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
7
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

1. Doar./Stn. N'eo ket nec'het. Pa raen tan en ti-se ne veze ket dinec'h ma spered kennebeut. Ar vamm ne oa nemeur dinec'hoc'h eget ar vugale. Bezit dinec'h war gement-se. & Trl. Ken dinec'h ha tra : dinec'h-holl. Stlepel a reas ar sac'hadoù er vag en-dro, ken dinec'h ha tra. 2. Adv. Hep bezañ nec'het gant tra. Dinec'h em eus bevet. [1877] Abalamour da se ne reas van ebet hag e kendelc’has da vale ken disoursi ha ken dinec’h evel pa vije bet en he zammig ti [...]. HS. dibreder, dichal, disoursi.

Exemples historiques : 
21
Masquer la liste des exemples

N'int ket c'hoazh dinec'h.

1850
Référence : GON.II pg dinec'h (Ils ne sont pas encore sans inquiétude).

dinec'h

1850
Référence : GON.II pg dinec'h (Sans inquiétude. Sans chagrin).

« Va mignon paour, bete neuze / Arabat eo e vez dinec'h ! »

1867
Référence : MGK p44

« Betek-henn, emezi, hep kaout den em gwele / Em beus kousket dinec'h, a-drugarez Doue ! »

1867
Référence : MGK p56

Pa weljomp ac’hanoc’h o vont war bennoù ho taoulin evit lavaret ho pedennoù, e voemp gounezet ganeoc’h, hag e teujomp kuit dinec’h.

1877
Référence : EKG.I. p.83

Ur wech aet er porzh ec’h ejont war-eeun war-zu ar gouent : gouloù a voe alumet ; edont e-tal dor al lec’h m’edo kousket ar venec’h, dinec’h evel kristenien ha n’o doa aon da gaout na rak an dud na rak Doue.

1877
Référence : EKG.I. p.39

Pa veze diskarget al lestrig ez ae ar vartoloded, ken dinec’h ha tra, d’ar porzh-mor, en u[l] lavaret n’oant nemet pesketaerien baour, distaolet war douar Bro-Saoz gant ur barr-gwallamzer.

1877
Référence : EKG.I. p.18

Abalamour da se ne reas van ebet hag e kendelc’has da vale ken disoursi ha ken dinec’h evel pa vije bet en he zammig ti, a-us ar c’hae, o sellet ouc’h ar mor e porzh Konk.

1877
Référence : EKG.I. p.194

Soñjal a rae dezho e c’hellent bezañ dinec’h en ur chapel evel Santez Berc’hed, distro diwar pep hent-bras, pell diouc’h pep bourk.

1877
Référence : EKG.I. p.157

Ya, ya, bezit dinec’h ; gouiziek-meurbet eo ar skrivagner a gomzan deoc’h anezhañ.

1877
Référence : EKG.I. p.93

Al labour-bemdez ker kalet bennak hag e ve, stourmad pep deiz-goulou, ken divrud bennak hag e vefe d’it da welout, dinec’h, dilaosk, diheug ha diglemm o c’hasi da vat, sart, laouen, en ur c’hoarzhin.

1924
Référence : SKET.II p.31

ken dinec'h ha tra

1931
Référence : VALL pg (sans la moindre) appréhension

Met ne oan ket dinec’h, rak gouzout mat a raen e oa ur foz don etre ur soudard hag un ofiser, pa vezent en « uniform » an eil hag egile.

1944
Référence : EURW.1 p.202

Sevel mintin-mat, kargañ ar sac’h, choukañ bouetaj er bisac’h, gwin er bidon, ha mont dinec’h dre an hentoù bras en ur ganañ, gant Grandmoulin, ha Corvaisier, daou Roazhoniad hag a ouie ur bern sonioù skañv […].

1944
Référence : EURW.1 p.199

Job : — « Ar voereb a zo aonik. » Lom : — « Bezit dinec’h ! Spontet e vo, pa glevo labous an Ankoù o c’hoari en-dro d’an ti. »

1944
Référence : ATST p.28

Treiñ ha distreiñ hep gallout kousket, ha klevout kalz o roc'hal : ar re-se a oa dinec'h.

1944
Référence : EURW.1 p33

Na, pa ne spontomp rak hor skeud / Ha, pa c'houzomp, 'tre gaou ha gwir, / Pezh ' zo dereat da zilenn, / E tibabomp dinec'h, bilen, / Ha n'ac'h eus mui da vevañ hir !

1960
Référence : PETO p76

Ma galvit dinec'h, pa vo tro, / Da sakramantiñ klañv pe gozh.

1960
Référence : PETO p23

Ne oamp ket dinec'h-dinec'h o pellaat eus an douar, rak ur pennad a oa e kleved ar gurun o krozal ; hag un dra fall e vije bet evidomp bezañ tapet gant ar gorventenn war an dour-digor, skuizh evel ma oamp deut da vezañ.

1985
Référence : DGBD p197

Kreñv ken-ha-ken int-i, ha dinec'h ez implijont o nerzh pa c'hoarvez ur barrad fulor gant ar bobl.

2015
Référence : DISENT p37

Kavet e vo gant Lambropoulos, bezit dinec'h.

2015
Référence : EHPEA p130

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux