Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF

Mots parents :
0

Formes fléchies : 
3
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

[2007, 2012] Ennañ nerzh. DHS. nerzhus

Exemples historiques : 
8
Masquer la liste des exemples

[...] ; Taximagus, ar roue meurbet doueüs, difraoster lanneier ha saver gwenan, ha, da glozañ, Dêvokatus a gredas, ken nerzhek ha ma ’z oa, mont a-c’houren ouzh un doue.

1923
Référence : SKET p.141

O reiñ o zal da c’houyender an aezhenn distanus a-ziwar kompezenn digenvez ar mor, o dorn o flourañ penn o c’hadgon nerzhek, e c’hortozont da zont daveto ar bageer-doue a [z]le o zreizhañ war e vag-veur vil-roeñvek (1).

1923
Référence : SKET p.80

A-drugarez dezhañ, ya, a-drugarez d’e galon start, d’e benn eskuit ha d’e zivrec’h nerzhek eo e voe dieubet an div vaouez yaouank, ma c’halljont adgwelout o friedoù hag o bugale.

1923
Référence : SKET p.134

— Laezh ur ramzez nerzhek he deus sunet ; kemeret eo bet war e zivrec’h gant un doue ha stardet gantañ war e galon.

1923
Référence : SKET p.35

E-keit ha ma teske Lugus an holl draoù-se da vibien nerzhek Manos, a lavar ouzhpenn an danevellourien ma reomp meneg amañ, Belisama a gentelie ar c’hoarezed penn koant anezho.

1923
Référence : SKET p.59

Heñvel ouzh gofed o brec’h nerzhek, e skoont hep skuizhañ gant ar goaf hag ar c’hleze ; e tiskogellont, e tiskaront strolladoù an enebour ; o distrobañ a reont, un tremen ledan ha gwadek a zigoront a-dreuz d’ar renkadoù anezho ; pulluc’hañ a reont o difennoù, o c’hreñvlec’hioù, kement harz o devoa savet outo war an hent.

1923
Référence : SKET p.80

Hag ivez evit ar gwiskamant. An dra-se a roe din nerzh. Ne oa ket un nerzh personel peogwir n'on ket un den nerzhek, met profitañ a raen eus nerzh an ensavadur.

2007
Référence : KASTE p. 156

Ur gentleman karadek e oa, yac'h ha kreñv, feul, livrin e zremm, gant ur greouichenn blev fuilh gwennaet a-raok an oad ; bouilh ha nerzhek e oa e zoareoù.

2012
Référence : DJHMH p20

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux