Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
3
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. Doar./Stn. 1. (db. an traoù) A zegas nerzh. Magadurezh nerzhus. 2. (db. an dud) Zo nerzh dezhañ. Ur paotr ken nerzhus hag ur marc'h. Un den bihan tev ha nerzhus. [1954] Va mamm-gozh a oa ur vaouezig strizh ha treut-ki, met daoust da se ken nerzhus hag un aneval, ha buhez enni evel n'hoc'h eus gwelet biskoazh [...]. 3. Dre ast. (db. an trivliadoù, ar mennozhioù, ar skridoù, h.a.) A zispleg pe a ziskouez nerzh, zo nerzh ennañ. Un dro-lavar nerzhus. II. Adv. Gant nerzh. Ur vammenn a darzh nerzhus ouzh tor ar menez. ES. blin, dinerzh, gwan. HS. kreñv.

Exemples historiques : 
37
Masquer la liste des exemples

ur ger sinifius, nerzhus, esprimus

1732
Référence : GReg pg (un mot) expressif

bezañ nerzhus

1732
Référence : GReg pg force (Avoir de la force.)

bout nerzhus

1732
Référence : GReg pg force (Avoir de la force, Van.)

grasoù kre, ha nerzhus

1732
Référence : GReg pg (des grâces) efficaces

ar feson da lavaret kalz a draoù gant komzioù nerzhus ha berr

1732
Référence : GReg pg emphase (expression forte, & qui dit beaucoup en peu de mots)

diviz nerzhus ha berr

1732
Référence : GReg pg emphase (expression forte, & qui dit beaucoup en peu de mots)

nerzhus

1732
Référence : GReg pg energique, force (Qui a de la force, Van.)

ur stil nerzhus

1732
Référence : GReg pg (un stile) énergique

an douster nerzhus eus ar c'hras

1732
Référence : GReg pg attrait (les attraits de la grace)

feson berr ha nerzhus da barlant

1732
Référence : GReg pg (un stile) concis (stile serré & energique)

nerzhus

1732
Référence : GReg pg confortatif, efficace (adject.), energique, expressif (qui exprime bien), force (Qui a de la force.), fort-e (robuste, vigoureux)

nerzhusoc'h

1732
Référence : GReg pg confortatif

nerzhusañ

1732
Référence : GReg pg confortatif

un den nerzhus

1732
Référence : GReg pg fort-e (Un homme fort.)

nerzhus

1850
Référence : GON.II pg nerzuz

n'eo ket un den nerzhus

1850
Référence : GON.II pg nerzuz

nerzhus-bras eo al louzoù-se

1850
Référence : GON.II pg nerzuz

Ur bleiz, deuet e eskern er-maez eus e groc'hen, o vezañ ma veze ar c'has ouzh en diarbenn, a gavas, war e hent, un hordenn gi nerzhus, lart-toaz ha flour e lêr, ki distailh galloudus.

1867
Référence : MGK p7

— « C'hoantek eo da galon, ha da gorf maget mat, / A zo kre ha nerzhus. Hama, va mab, selaou : / Ar gwellañ hent a zo da zastum gwir vadoù, / Da vezañ brudet-kaer zo poaniañ, labourat ; / Hep ober droug morse, atav ober ar mad. »

1867
Référence : MGK p144

Ar c’habiten a c’haloupe gant e varc’h dre-greiz ar bobl ; ar soudarded a dennas o c’hlezeier ; ar gwad a oa o vont da ruilhañ war bavez Lesneven, pa grias adarre Dider Dindaon gant e vouezh a gloc’her, kreñv ha nerzhus : — Deomp kuit, va bugale, deomp d’ar gêr, ha lezomp an diodien-mañ da ober o diotachoù er c’hiz ma kirint.

1877
Référence : EKG.I. p.181

Doue, me ’gred, en doa c’hoant da baeañ dioc’htu Priñsez Lambal evit ar garantez he doa diskouezet, ha d’he c’has gantañ war-eeun d’ar Baradoz, e-lec’h eo plijet gantañ lezer e buhez Janed ar Go ha Manuel Conseil, evit reiñ ar bae eus o c’harantez hag eus o c’halon kreñv ha nerzhus d’o zud war o lerc’h.

1878
Référence : EKG.II p.75

Bremañ e c’hellan kousket dinec’h etre ho taouarn ; bremañ e ouzon e vezin, warc’hoazh vintin, nerzhusoc’h eget biskoazh e ken kaz m’he defe va c’hoar Mari c’hoant da vont a-enep he ger.

1878
Référence : EKG.II p.269

Trec’het gant ur fe[iz] ken nerzhus, / Raktal outañ e komz Jezuz

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 30 janvier 1898, p.1

Bez' ez eus c'hoazh en ene breizhad un dra bennak a stourm hag a dalc'h[sic] e buhez, un dra a zo bet c'hoant d'e vougañ ha d'e gas da get hag a van hiriv ken buhezek ha ken nerzhus hag er mare hon frankiz, hag an dra-se, pe e oar pe ne oar ket, eo an EMSKIANT VROADEL.

1911
Référence : PSEP p III

Diskuilhañ a reas dezho ar reolennoù a zo da heuliañ e savidigezh ar santualoù, hag ar pedennoù nerzhusañ, ar re a vez teneraet ganto kalon an doueed, ar re a dorr war o droukrans, a c’hounez o c’harantez hag a ra anezho keneiled wirion ha hollc’halloudus mab-den.

1923
Référence : SKET p.58

Enez-Vreizh argadennet gant pobl ar c’hrugelloù kelc’hiek ("Round Barrows"), a zeu di, hañval eo, eus traonienn izelañ ar Roen hag a denn d’ur ouenn grennbennek, uhelventek ha frammet-nerzhus, a gaver stank-ha-stank en Danmark.

1923
Référence : SKET p.144 "Taolenn-amzeroniez evid istor ar Gelted".

War ledander ar bed, en donder an neñvoù, na kavet hoc’h eus-hu ur galloud nerzhus a-walc’h evit trec’hiñ war ar c’hoant ?

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 38, p.843 (Miz C'hwevrer 1924)

Ur bugelig he devoa maget karantezus hag anaoudek ; ar c’hreunenn hadet en kalon ar paotr kellidet eo, diwanañ a raio nerzhus (hen gouzout a ra bremañ !) ; hi a savo war he c’horzenn : Doue da ray d’ar wezennig Avel dous ha glizhenn dener, ’Vit ma vleunio ar rozennig, Pell diouti ar gwallamzer !

1924
Référence : BILZ1 Niv. 47, p.1126 (Miz Du 1924).

Meret hoc’h eus-hu bet, ur wech bennak, gant ho taouarn, o c’horfoù diaskorn, gwak ha gwevn ken nerzhus ?

1925
Référence : BILZ2 p.112

An Ao.Ao. Corven ha Caouissin a dro ar selloù war an teatr, en deus kalz d'ober, e Breizh, a-benn bezañ stummet diouzh ar vicher en gweler oc'h ober hiriv e lec'h all : prezeg d'an dud a-vremañ, 'n un doare bev, krenn, nerzhus.

1935
Référence : BREI niv. 425/1c

Diaes eo degemerout dilec'hiadurioù spontus a live ar mor -betek 3000 metr- e kemend-all a lec'hioù eus ar bed; goulakaet en deus H. Baulig dilec'hiadurioù a 480 metr uhelder e-doug ar Plioken, ha nerzhus a-walc'h eo an enebadennoù savet gant De Martonne hag a ziskouez ar reverzhioù divent e dremm ar bed a vije ret evit hen aotren.

1943
Référence : TNKN p67

Va mamm-gozh a oa ur vaouezig strizh ha treut-ki, met daoust da se ken nerzhus hag un aneval, ha buhez enni evel n'hoc'h eus gwelet biskoazh ; eviti da vezañ o loeniñ a-hed an deiz, morse ne teue liv ar skuizh warni.

1954
Référence : VAZA p.11

Ha kement all ouzh ar re vev, / Kollet ganto vertuz ha sev / Kaer ha nerzhus Hoc'h Aviel, / Grit 'ta dezho karout Ho Tad, / Ma vo 'trezo peoc'h ha youl vat, / O c'halonoù kuit a riell, / A zroulañsoù, a gasoni, / A gouetiz, a c'hwervoni.

1960
Référence : PETO p84

Hogen, un den nerzhus-dreist eo Pêr hag o diskarañ a ra d'an douar e berr amzer.

1960
Référence : PETO p51

setu perak e veze stankoc'h ar strakadegoù daouarn d'ar galleg ha primoc'h ha nerzhusoc'h e tarzhent

1972
Référence : BAHE niv. 75, p.4

Adalek Sassandra ez eo izel an aod, hag an erv draezh a vez o tispartiañ eus ar mor ur rummad loc'hioù pe lennoù dour dous ; rak a-hed an aod-mañ ez eus ur froud nerzhus o kas war du ar Reter an diskargadur o tont eus ar stêrioù - Sassandra, Bandama, ha Komoe o vezañ an teir vrasañ anezho - ha berniet e vezont en ur eeunañ an aod, un tamm evel ma c'heller gwelout e Breizh war Arvor Vili ar vro vigoudenn pe etre an Oriant ha ledenez Kiberen, met amañ e c'heller heuliañ an erv war bevar-c'hant kilometr, pe dost.

1985
Référence : DGBD p19

Al latar a astenne c'hoazh e zivaskell war ar gêr veuzet, ma lugerne ar c'hleuzeureier evel skarboukloù ; aet boud ha damvouget gant ar goabrenn-se, e kendalc'he buhez ar gêr da zibunañ dre ar balioù meur, en ur rollañ ha trouzal e doare un avel nerzhus.

2012
Référence : DJHMH p48

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux