Ar c’habiten a c’haloupe gant e varc’h dre-greiz ar bobl ; ar soudarded a dennas o c’hlezeier ; ar gwad a oa o vont da ruilhañ war bavez Lesneven, pa grias adarre Dider Dindaon gant e vouezh a gloc’her, kreñv ha nerzhus : — Deomp kuit, va bugale, deomp d’ar gêr, ha lezomp an diodien-mañ da ober o diotachoù er c’hiz ma kirint.
Doue, me ’gred, en doa c’hoant da baeañ dioc’htu Priñsez Lambal evit ar garantez he doa diskouezet, ha d’he c’has gantañ war-eeun d’ar Baradoz, e-lec’h eo plijet gantañ lezer e buhez Janed ar Go ha Manuel Conseil, evit reiñ ar bae eus o c’harantez hag eus o c’halon kreñv ha nerzhus d’o zud war o lerc’h.
Ur bugelig he devoa maget karantezus hag anaoudek ; ar c’hreunenn hadet en kalon ar paotr kellidet eo, diwanañ a raio nerzhus (hen gouzout a ra bremañ !) ; hi a savo war he c’horzenn : Doue da ray d’ar wezennig Avel dous ha glizhenn dener, ’Vit ma vleunio ar rozennig, Pell diouti ar gwallamzer !
Diaes eo degemerout dilec'hiadurioù spontus a live ar mor -betek 3000 metr- e kemend-all a lec'hioù eus ar bed; goulakaet en deus H. Baulig dilec'hiadurioù a 480 metr uhelder e-doug ar Plioken, ha nerzhus a-walc'h eo an enebadennoù savet gant De Martonne hag a ziskouez ar reverzhioù divent e dremm ar bed a vije ret evit hen aotren.
setu perak e veze stankoc'h ar strakadegoù daouarn d'ar galleg ha primoc'h ha nerzhusoc'h e tarzhent
Adalek Sassandra ez eo izel an aod, hag an erv draezh a vez o tispartiañ eus ar mor ur rummad loc'hioù pe lennoù dour dous ; rak a-hed an aod-mañ ez eus ur froud nerzhus o kas war du ar Reter an diskargadur o tont eus ar stêrioù - Sassandra, Bandama, ha Komoe o vezañ an teir vrasañ anezho - ha berniet e vezont en ur eeunañ an aod, un tamm evel ma c'heller gwelout e Breizh war Arvor Vili ar vro vigoudenn pe etre an Oriant ha ledenez Kiberen, met amañ e c'heller heuliañ an erv war bevar-c'hant kilometr, pe dost.
Al latar a astenne c'hoazh e zivaskell war ar gêr veuzet, ma lugerne ar c'hleuzeureier evel skarboukloù ; aet boud ha damvouget gant ar goabrenn-se, e kendalc'he buhez ar gêr da zibunañ dre ar balioù meur, en ur rollañ ha trouzal e doare un avel nerzhus.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
nerzhusaat