Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
3
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. NES DA. 1. (en egor) Bihan e bellder diouzh (ub., udb.). Nes eo o zi d'al leur-gêr. Nes-bras eo ar stal-se d'ar marc'hallac'h. Bez' int nesoc'h da gêr eget na grede din. Nes a-walc'h, re nes int. En ti nes emaint o chom. Hennezh eo ma amezeg nesañ. [1924] Ne oa ket he c’homz ganti peurachuet, pa antreas en ti he amezeg nesañ, Saig Jelvest ; anavezout a rit anezhañ. [1924] Gweladennet em eus an enezennoù, bras ha bihan, nes d’an Hellas hag, en o zouez, ar santelañ, an azaouezetañ-holl, anvet Delos gant ar C’hresianed [...]. & Nes kêr : nes da gêr. & Ar re nes : ar re-se. & Adv. Nes-ha-nes : kichen-ha-kichen. & A-nes-da-nes : a-dost-da-dost. 2. (en amzer) Bihan e bellder diouzh (udb.). Bez' eo nesoc'h da dri-ugent vloaz eget da hanter-kant. Er gêr e vimp disul nesañ : disul kentañ. Aman e vimp c'hoazh er bloaz nesañ. II. Dre skeud. A. (db. ar gerentiezh, an darempredoù etre ar boudoù, etre an traoù) Termen a dalvez da c'heriañ starter an ereoù zo etre ar boudoù, etre an traoù. Ma c'herent nes, ma re nes, ma zud nes. Hor mignoned nesañ. hemañ eo an nesañ kar din. Bez' eo ar c'hembraeg hag ar brezhoneg div yezh nes an eil d'eben. Nesoc'h (kar) eo din eget da voereb. Ne ouien ket e oa ken nes d'e genlabourerien. [1878] C’hwi, hag am selaou, ha kollet hoc’h eus unan bennak eus ho tud nes ? B. (db. an darempredoù etre an dud hag an traoù) 1. Bezañ nes d'ub. : bezañ abeg d'e zudi, da deneridigezh e galon. Nesoc'h eo din. & Bezañ nes da galon ub. : bezañ abeg da deneridigezh e galon. Setu ar pezh zo (an) nesañ da'm c'halon. [2016] hag i manet ken nes d'hor c'halon koulskoude. & Nesañ tra din, dit, h.a. : ar pezh a zegas ar muiañ a zudi din, dit, h.a., ar pezh a denera ar muiañ ma c'halon, da galon, h.a. Nesañ tra din eo an doare ma vez livet ar mor gantañ. 2. Bezañ nes d'ub. ober udb. : bezañ diouzh anien mab-den e ober. Nes eo d'ar vugale kaout c'hoant da c'hoari. & Bezañ nes d'ub. ober udb. : bezañ diouzh e zoare, diouzh e voazioù ober an dra-se. Nes eo dezhañ goulenn e all digant e dud. C. Bezañ nes da vervel : darev da vervel.

Exemples historiques : 
54
Masquer la liste des exemples

nes

1499
Référence : LVBCA p150 (plus pres)

nesañ

1499
Référence : LVBCA p150 (prochain)

tud nes

1732
Référence : GReg pg allié

nes

1732
Référence : GReg pg allié, approchant

nesoc'h

1732
Référence : GReg pg approchant

un den nes d'e goustiañs

1732
Référence : GReg pg ame

a zo nes da

1732
Référence : GReg pg approchant

nes da

1732
Référence : GReg pg adjacent

ned eus da lavaret entre daou ganton nes, nemet un hantereur deiz, mui pe vihanoc'h, en hañv

1732
Référence : GReg pg (un) climat (n'est different de celui qui est le plus proche de lui, qu'en ce que le plus grand jour d'Eté est le plus long, ou plus court, d'une demi-heure en un endroit qu'en autre)

nes tro-war-dro

1732
Référence : GReg pg circonvoisin

nesañ

1732
Référence : GReg pg approchant

donet da vezañ nes

1732
Référence : GReg pg allier

pa vez nes ar marv

1732
Référence : GReg pg approche

hemañ eo an nesañ

1850
Référence : GON.II pg nés, néz

nes

1850
Référence : GON.II p.56, Table des Prépositions simples, "proche".

Na nac'han ket e ven kar-nes dit ; hogen un all a zo c'hoazh nesoc'h.

1850
Référence : GON.II p.104, Buez Ruth.

ret eo karout an nesañ evel e-unan

1850
Référence : GON.II pg nés, néz

an nesañ

1850
Référence : GON.II pg nés, néz

nes

1850
Référence : GON.II pg houn (-nez), nés, néz

nes

1850
Référence : GON.II pg nés, néz, nésa, nésoc'h, tôst

n'oc'h ket c'hoazh nes a-walc'h

1850
Référence : GON.II pg nés, néz

va c'har nes eo

1850
Référence : GON.II pg nés, néz

en ti nes e choman

1850
Référence : GON.II pg nés, néz

nesoc'h

1850
Référence : GON.II pg nés, néz, nésoc'h

nesoc'h eo da gêr

1850
Référence : GON.II pg nés, néz

nesoc'h eo din eget egile

1850
Référence : GON.II pg nés, néz

nesañ

1850
Référence : GON.II pg nés, néz, nésa

« Va mab, kae alese da gaout hor c'herent-nes / D'o fediñ da zont d'an drevad. »

1867
Référence : MGK p53

C’hwi, hag am selaou, ha kollet hoc’h eus unan bennak eus ho tud-nes ?

1878
Référence : EKG.II p.172

nesañ

1909
Référence : BROU p. 402

nesoc'h

1909
Référence : BROU p. 402 (proche)

nes

1909
Référence : BROU p. 402 (usité seulement au sens de : parent

Diouzh renk e roan anezho dre m’o deus en em warlerc’hiet, o teraouiñ dre an henañ hag o tibenniñ dre an nesañ deomp : Senodonnos, Senorix, Senokondos, Kavaros, Matidonnos, Epatix, Marotigernos, Tigernomagalos, Eparios (1).

1923
Référence : SKET p.85

Nemet aes eo anaout diouto krugell-vez Nemetos, dre ma ’z eo-hi an uhelañ hag an nesañ d’ar mor er c’hornog.

1923
Référence : SKET p.130

Gweladennet em eus an enezennoù, bras ha bihan, nes d’an Hellas hag, en o zouez, ar santelañ, an azaouezetañ-holl, anvet Delos gant ar C’hresianed, hag enni un templ bras e maen-benerezh ha maen-marbr gouestlet d’an Hini a vez sklêrijennet ar bed gant ar pennad-blev rodellet anezhañ.

1923
Référence : SKET p.13

Etre mibien, gourvibien ha diskennidi nes-pe-nesoc’h Manos ha Bena meur a hini a voe a savas dreist d’ar re-all dre o meiz, o enklaskoù, an evezhiadennoù a rejont hag ar c’havadennoù a zeuas da heul.

1923
Référence : SKET p.53

Pa veze en em gavet Lugus ha Belisama nes a-walc’h d’an dud, neuze e strinke an delennadenn hag ar ganadenn a zonedigezh-vat ; ar renerien hag an henaourien a yae war-arbenn hag a ginnige d’ar re nevez-deut mel, laezh ha bara.

1923
Référence : SKET p.61

Ar vro a zo diwallet gantañ a guitais, ur vro uhel ha santel dreist d’ar re-all, nesoc’h d’an neñv eget nep bro, leunoc’h eget nikun a vouezhioù doueel na davont nepred, o tassoniñ dalc’hmat gant hiboud an eienennoù, kroz ar froudoù hag al lammdourioù, sarac’h ar c’hoadoù, garm an evned ha blej an tropelloù ; douar geotus, edus, houarnus, perc’hennet dre ar c’hleze gant hor gourdadoù, goude un niver emgannoù, ha deut da hêrezh ar gouennoù illur a vez maget enno ar wazed hag ar maouezed brasañ, kaerañ, krenvañ ha gwellañ eus ar bed.

1923
Référence : SKET p.12

Hiniennoù a lavar n’oa tra souezhus ebet en unvaniezh-se o ren etre Manos ha Bena, p’o devoa bevet atav a-gevret adalek o oad tenerañ, ha ma’z oant unanet dre liammoù nesañ ar gwad.

1923
Référence : SKET p.45

Ne oa ket he c’homz ganti peurachuet, pa antreas en ti he amezeg nesañ, Saig Jelvest ; anavezout a rit anezhañ.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 47, p.1124 (Miz Du 1924).

Er pinegi-se nes d’an neñv, bepred glas ha hesonus da c’houez an avelioù, leun a frond-balzam kreñv, e kar Mamm-Veur ar Glen ober hec’h annez.

1924
Référence : SKET.II p.48

Pa vi aet e-biou d’ar roc’h trifennek-hont, e nesañ pleg-tro ar stêr, e c'hwezhin em c’horn-boud arem.

1924
Référence : SKET.II p.45

En enezennouigoù nes da veg al ledenez-se ez eus plegioù-mor hag oufoù gwaskedet-mat ma vez eoriet enno un engroez bigi ha listri (4).

1924
Référence : SKET.II p.69

nesañ da

1931
Référence : VALL pg adjacent

nesañ

1931
Référence : VALL pg adjacent

nes kerent

1931
Référence : VALL Rakskrid p XXXVI

nes da

1931
Référence : VALL pg adjacent, allié (parent)

nes

1931
Référence : VALL pg adjacent, auprès

bezañ nes

1931
Référence : VALL pg approcher

Arabat dre-se bezañ souezhet mar bez douget an hevelep ano gant meur a geriadenn nes an eil d'eben : ne dint nemet skourroù diwar an hevelep kef ; arabat bezañ souezhet kennebeut ma kavit ho keriadenn div pe deir lev diouzh al lec'h a zo merket dezhi war ho kartenn ; hag evel testeni eus al lec'h a glaskec'h, ne gavit mui nemet ur bochad bambouz Sina pe zaou, un nebeudig gwez mangez pe sitroñs, un nebeud plant ananas dindan ar gwez.

1985
Référence : DGBD p129

An noter a voe plijet a-walc'h gant al lizher : diskouez a rae un arvez yaekoc'h eget n'en doa soñjet eus darempredoù nes an daou zen, hag un tammig morc'hed en devoe eus an diskred kent a oa bet e hini.

2012
Référence : DJHMH p46

Pegen nes e ranker bezañ pa c'houlenner digant egile komz ouzh merc'h an unan ha pa zeu hennezh a-benn da c'hounit warni p'hon eus ni graet tro c'houllo ?

2015
Référence : EHPEA p304

Lennit e levr Bernard Sergeant, Le Livre des Héros, ar pezh a skriv diwar an nes m'emañ Cùchulainn ouzh Akilleüs dre an armoù a embregont hag an doare ma taolont tan pa sav kounnar enne.

2016
Référence : ILIAS p. 10

Ar re ac'hanomp, kozh pe goshoc'h, o deus gwelet ar filmoù ma oa an daou c'hoarier-se evel o adsevel a varv da vev Achille/Akilleüs hag Ulysse/Odisseüs ez eo manet bev enne o estlamm dirak mojennoù deuet eus an henamzer gozh, hag i manet ken nes d'hor c'halon koulskoude.

2016
Référence : ILIAS p. 3

Note d'étude

Perzh un adverb e c'hell ar ger-se kaout hervez geriadur ar Gonideg.

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux