I.
(db. an amzer-vremañ)
1. A glot mat gant doareoù nevez ar gevredigezh kempred.
Ar bed greantel arnevez. Ar vuhez arnevez. Kealioù arnevez.
2. A glot mat gant an diskoulmoù nevez a roer d'ar c'hudennoù kevredigezh kempred.
Ober gant hentennoù arnevez evit gounit an douar. Savet o deus ur gêr arnevez e-kreiz ar vro.
HS. modern.
3. (db. ar yezhoù)
A dalvez da c'heriañ ar c'healioù a denn da zoareoù nevez ar bed kempred. Ar brezhoneg arnevez. Ober gant gerioù brezhonek arnevez.
II.
(db. an amzer-dremenet)
A glot mat gant an doareoù nevez a oa er gevredigezh er mare a reer anv anezhañ.
Klasket o doa skrivagnerien Gwalarn sevel ul lennegezh arnevez.
ES. klasel, kozh.