Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. (db. an amzer-vremañ) 1. A glot mat gant doareoù nevez ar gevredigezh kempred. Ar bed greantel arnevez. Ar vuhez arnevez. Kealioù arnevez. 2. A glot mat gant an diskoulmoù nevez a roer d'ar c'hudennoù kevredigezh kempred. Ober gant hentennoù arnevez evit gounit an douar. Savet o deus ur gêr arnevez e-kreiz ar vro. HS. modern. 3. (db. ar yezhoù) A dalvez da c'heriañ ar c'healioù a denn da zoareoù nevez ar bed kempred. Ar brezhoneg arnevez. Ober gant gerioù brezhonek arnevez. II. (db. an amzer-dremenet) A glot mat gant an doareoù nevez a oa er gevredigezh er mare a reer anv anezhañ. Klasket o doa skrivagnerien Gwalarn sevel ul lennegezh arnevez. ES. klasel, kozh.

Skouerioù istorel : 
2
Kuzhat roll ar skouerioù

ha neuze ivez pakadoù frazennoù er yezh arnevez-se difetis ha sec'h hag o devoa poan d'ober hent betek spered ar selaouerien

1972
Daveenn : BAHE niv. 75, p.4

Kaeroc'h zo, an daou beul arnevesañ diouzh ar mare a zo pep a vell taboulin flour a-grenn o gorreenn.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 16

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial