nevez-deut
Hag eno zoken emeur pell diouzh diribin ar c'haniennoù-mor: er gevrenn eus ar Salwen ergerzhet nevez 'zo ne dizher nemet 3%.
[...] Yann ar Fusteg, drouiz-meur hor gorsedd nevez-c'hanet ; Abalor ha me.
Plijout a rae dezhi moarvat ober ur wech an amzer ur c'hofad gouelañ, ha Biz Kamm, daoust ha ma veze ar peurliesañ ken dibreder hag ur vi nevez dozvet, a lavare neuze, ur sac'had droug ennañ : « Va Doue ivez 'ta gant homañ ! krog eo adarre merc'h Sapeur da zougen kañv d'he bramm kentañ ! »
Pa zeuas war e c'hiz, e taolas evel-just e dammoù stoub war ar pont ; kerkent all e lammas warno ar segond-mestr gouelier Gwaziou, hag eñ da glenkañ an teñzor-se en e c'hodell, stad ha lorc'h ennañ, evitañ da vezañ ur Ravachol touet (1) am boa klevet nevez 'oa lavarout : Diwezhañ roue a welis / Ouzh ar groug e oa e Pariz.
A-hend-all, gant m’o divije c’hoant da c’hounit o zammig kreun, arabat e veze d’ar re ar seurt ganin, nevez-zegouezhet e Moskov, menel kuzhet evel ur minoc’hig aonik en o zoull ; ezhomm o deveze da skeiñ dao-dao war an tomm ha d’ober bruderezh ar primañ gwellañ.
Hemañ ne rae nemet koll arc’hant a-hed ar bloaz, hennezh a blege dindan ur sac’had dle ; daoust ha ne oa ket henhont o paouez adober toenn e garrdi, ha ne felle ket d’eben prenañ ur vuoc’h pe ziv evit he merc’h nevez[-]zimezet ?...
Hogen, na pegen stag e oan ouzh netraigoù am boa gwelet ha klevet kant ha mil gwech hep ober fed outo ! c’hwezh ar melchon nevez droc’het [nevez-droc'het], ken c’hwek da serr-noz ; er pellder, harzh damvouget ur c’hi raouiet ; koabrennoù o loveal, ken skañv, ken mistr al lien anezho ha skeud ur gannerezig-dour o tremen a-rez ur wazh ; ar stered kentañ o taskrenañ gant ar riv marteze pe dre aon rak ec’honder an neñvoù ; ha du-hont, e tu all da ziv stêrig Landreger, ar c’hlaz en tour besk war dosenn Dredarzeg, ken tener em skouarn ar son anezhañ ma krede din e glevout c’hoazh o tintal, hag eñ tavet ur pennad ’oa.
Nevez-dimezet ha ganet ur verc'h dezhañ e kemeras annez e Barselona hag ober a reas e Yann-e-vil-vicher : skrivagner-tasmant ha troer en un ti-embann.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
nevez