I.
H.g.
Trl.
KLEVET NEVEZ : kaout keleier (diwar-benn udb. pe ub.).
Mar bije bet ur gwallzarvoud e vije bet klevet nevez. N'eus ket bet klevet nevez anezho.
DHS. nevezded, nevezenti.
II.
G.
A.
1. Trl.
Reiñ nevezioù : reiñ keleier.
Kaout nevezioù da reiñ.
2. (en e furm lies)
An nevezioù : an traoù nevez.
&
An nevezioù : prenadurioù kentañ ar priedoù nevez.
&
An nevezioù : profoù Kalanna.
B.
1. Steredon. (db. Al loar)
An nevez : al loar e deroù he c'hresk.
An deiz ma vez krouet al loar eo an nevez. A-raok ar c'hann e vez an nevez. Ar sistr a labour bep nevez.
&
Trl.
War an nevez : pa gemm al loar, p'en em laka al loar da greskiñ en-dro.
War an nevez e vravay an amzer marteze.
&
An nevez bras : al loargann.
&
An nevez bras : kresk al loar, ar c'hresk-loar.
&
An nevez bihan : al loar nevez.
&
An nevez bihan : diskar al loar, an diskar-loar.
&
(en e furm lies)
An nevezioù : kresk al loar, ar c'hresk-loar.
2. Dre ast. (db. ar mor)
Morad.
En nevez bras all e oan bet o pesketa. Hemañ n'eo ket un nevez mat, un nevez bihan eo.
&
Tr. adv.
Ent strizh
Gant an nevezioù : pa vez moradoù bras.
Mont da besketa gant an nevezioù.
C. (db. ar plant)
Sav sap en ur blantenn.