nevez
Prezegenn graet gant an Ao. Perrot ha skingomzet gant Roazhon-Breizh da Sadorn-Fask ; a-raok ar brezegenn, Mona Pesker a ganas kantik ar Basion, ha, war-lerc'h, Strollad kanerien ha sonerien Roazhon-Breizh a zisklêrias un oratorio nevez-flamm savet gant Jef Penven war gwerzioù an Ao. Bourdelles en e « Basion an Aotrou Krist. »
E oa ur genseurtiezh Breizhiz vrudet, a anved Anatol ar Braz, Charlez Ar Govig, Loeiz Tiercelin, René de Kerviler, René Grivart de Kerstrad, Léon Durocher, o kinnig sevel ur gevredigezh nevez gant un anv nevez : 'régionaliste' ; ar gevredigezh-se a vije badezet « Union Régionaliste Bretonne », he mennozh : saveteiñ Breizh a oa o vont da veuziñ evel gouenn ha bro ; saveteiñ war un dro ar yezh en ur adlakaat en enor an teatr pe c'hoariva poblus.
— « Salud, Lukaz ! » emezo. — « Salud deoc’h ! » eme Lukaz. « Hag a nevez ? » Hag a nevez ? Netra nevez en o buhez, pa ne raent nemet evañ adalek ar mintin betek an noz.
— « Azezit ! » eme Lukaz dezho, « ma kemerot ur chopinad sistr. Sistr nevez am eus, hini dispar degaset din eus maner ar Gili. »
Ar gristenion a voe dihunet en o gwele gant e glemmoù mantrus, hag an eil a c’houlennas digant egile : — « Hag a nevez, e Karreg-al-Louarn ? » — « Ur c’hazh o vervel an hini eo ? » — « Pe un den ? » — « Pe an Ankoù ? » — « Pe Satanaz ? » — « Ya ! marteze, Karreg-al-Louarn a zo satanazet. »
Skinus e oa e-giz ur verc'h nevez.
Gant ur seurt amzer eo edon-me o vont da guitaat ar vro evit mont da glask oabloù nevez, du-hont un tu bennak e kreiz Afrika, e koadeier ar Gabon: edon o vont di da labourat war va micher nevez, douarour e klask petrol, pe eoul-maen mar deo gwelloc'h ganeoc'h.
Re bolzioù an nev vras peurgetket a oa manet tost pevar-ugent dre gant diouto dindan gwisponadoù livaj nevesoc'h.
Sevel ur vouezhiadeg keodedel pe un dilennadeg nevez, met war an dachenn bublik hag hep sikour an dud e karg -evit lakaat an estrañjourien da votiñ da skouer peogwir n'o deus ket gwir d'en ober-; boikotiñ an dilennadegoù, chom hep kemer perzh, votiñ -ha displegañ ar rag hag ar perag d'an holl dre ar mediaoù !-.
N'eo ket abalamour d'an dra-se eo reizh implijout doareoù ha n'int ket ken feuls evel, da skouer, plantañ tan en tourterioù a vo implijet da sevel ur c'hamp-bac'h nevez.
Daoust d'am holl strivoù pennek evit ma tiskouezfe marv Korasidis bezañ un emlzah e vez kadarnaet martezeadenn ar muntr gant pep kammed nevez a reomp.
Pouezus eo eta rakwelet barregezhioù hoc'h enebourien d'en em ober ouzhoc'h, o lakaat termenoù berr dezhe da skouer evit ma vefe sevenet ho koulennoù, kuit na vefe obererezhioù nevez a-daol-trumm.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
nevez