Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

1. Skiantoù Oberiadenn zo he fal deskiñ, gwiriañ, gouzout hiroc'h db. natur, perzhioù udb. pe un anadenn bnk. Arnodennoù ar skiantourien. Un arnodenn gimiezh. 2. Taol-arnod. Klask ober un eil arnodenn. 3. (er skolioù) Amprouenn pe heuliad amprouennoù a dalvez da wiriañ anaoudegezhioù ub., da verzout live e zeskadurezh. Un arnodenn war an istor. Ober berzh en e arnodennoù. C'hwitañ gant e arnodenn(où). [1954] Hervez ma ’z oan en gortoz, daou vloaz diouzhtu e teuas ganin da vat arnodennoù ar vachelouriezh.

Exemples historiques : 
8
Masquer la liste des exemples

"arnodenn" gg.

1924
Référence : SKET.II p.117 « Geriadurig », "Expérience, essai".

Anat diwar arnodennoù graet e 1862 e mirdi « Saint-Germain », pa n’oufed teurel un dared skañv gant an dorn noazh en tu-hont da 25 m d’an hirañ, e c’heller tizhout betek 65 m dre ober war-bouez al lêrenn-vannañ.

1924
Référence : SKET.II p.19, notenn (1)

Arnodennoù Kuenen, embreget evit gwiriañ kelennadur Daly, n'int ket anataus hervez Francis-Boeuf.

1943
Référence : TNKN p75

Plijout a-walc'h a rae din studi ar brederouriezh, hini an naturoniezh, hini ar strilhouriez ; dreist-holl dre ma vezemp kaset d'ur sal vras a veze graet enni arnodennoù ha diskouezet skoueriadennoù war bep kentel.

1944
Référence : EURW.1 p63

Ar « bacho » kentañ, koulskoude, hini ar Reizhoureg -rhétorique-, evel ma levered neuze, en doa digaset ouzh e heul un tammig diduamant, en ur gas an arnodennidi, digemeret evit an arnodenn dre skrid, da dremen an arnodenn dre gomz da Roazhon.

1944
Référence : EURW.1 p111

Hervez ma ’z oan en gortoz, daou vloaz diouzhtu e teuas ganin da vat arnodennoù ar vachelouriezh.

1954
Référence : VAZA p.70

Ret e oa din ’ta chom war evezh hag un deiz bennak beure-mat, e dibenn miz Du, mont a ris da Vrest gant ur c’henvroad eus Priel, e-sell hon-daou da dremen arnodenn ar fourerien diwar ali un tonton segond-mestr : « Netra aesoc’h, emezañ, evit ur paotr ken desket ha te ! » [...] (1) Ar vartoloded hag a bled gant an holl gontoù a bep seurt.

1954
Référence : VAZA p.78

« Ac’hanta, n’eus forzh, eme an ofiser, a-walc’h e vo din gant un arnodenn sonlennadur ; gwelout a rin diouzhtu daoust ha m’emaoc’h e-tailh da vezañ degemeret evel deskard en hon touez ».

1954
Référence : VAZA p.80-81

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux