Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

1. Unan eus an oberoù a sevener evit klask tizhout ur pal bnk. ; gwezhiad arnodiñ. Deuet eo a-benn eus e daol d'an arnod diwezhañ. Kalz arnodoù, meur a arnod am eus graet a-raok dont a-benn. Ned eo ket hennezh e gentañ arnod. HS. krog (2), taol (2). 2. Amprouenn e dibenn ur prantad deskiñ. HS. arnodenn. 3. Difetis Skoilh diaes da drec'hiñ. Bezañ trec'h eus gwall arnodoù. HS. enebiezh, glac'har, gwalleur. 4. Skiantoù Arnodenn.

Exemples historiques : 
10
Masquer la liste des exemples

arnod

1850
Référence : GON.II pg arnod (Essai. Epreuve. Commencement), ésa, ésaé

Kalz arnodoù am eus graet.

1850
Référence : GON.II pg arnod (J'ai fait beaucoup d'essais, plusieurs épreuves).

gwall arnod

1850
Référence : GON.II.HV pg temptasion

arnodoù

1850
Référence : GON.II (Essai. Epreuve. Commencement. Pl.)

"arnod" g.

1924
Référence : SKET.II p.117 « Geriadurig », "Essai".

arnod

1927
Référence : Geri.Ern pg arnod

kentañ arnod keltiek

1931
Référence : VALL pg baccalauréat

Evel-se, pa voe echu da'm retorik e 1897 e oan aet da dremen ma arnod kentañ a vachelour hag e lakais souezhet-bras an aotrou Loth, azezet ouzh e gador enseller, en ur zibastellañ un nebeut frazennoù kembraek dezhañ...

1944
Référence : EURW.1 p61

Ar vro Eshira, diouzh tu ar Gevred, etre loc'h Fernan Vaz ha Bongo, a zo da vezañ an dachenn arnod kentañ.

1985
Référence : DGBD p33

War un daol, e oa roudoù un arnod a gimiezh, kementadoù diseurt halennoù gwenn lakaet war bladoùigoù, evel p'en dije ranket ar paourkaezh den paouez e-kreiz an arnod.

2012
Référence : DJHMH p. 75

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux