1. Skiantoù
Oberiadenn zo he fal deskiñ, gwiriañ, gouzout hiroc'h db. natur, perzhioù udb. pe un anadenn bnk.
Arnodennoù ar skiantourien. Un arnodenn gimiezh.
2. Taol-arnod.
Klask ober un eil arnodenn.
3. (er skolioù)
Amprouenn pe heuliad amprouennoù a dalvez da wiriañ anaoudegezhioù ub., da verzout live e zeskadurezh.
Un arnodenn war an istor. Ober berzh en e arnodennoù. C'hwitañ gant e arnodenn(où).
Anat diwar arnodennoù graet e 1862 e mirdi « Saint-Germain », pa n’oufed teurel un dared skañv gant an dorn noazh en tu-hont da 25 m d’an hirañ, e c’heller tizhout betek 65 m dre ober war-bouez al lêrenn-vannañ.
Anat diwar arnodennou graet e 1862 e mirdi « Saint-Germain », pa n’oufed teurel eun dared skanv gand an dourn noaz en tu-hont da 25 m d’an hira, e c’heller tizout beteg 65 m dre ober war-bouez al lerenn-vanna.
1924
Daveenn :
SKET.II
p.19, notenn (1)
Arnodennoù Kuenen, embreget evit gwiriañ kelennadur Daly, n'int ket anataus hervez Francis-Boeuf.
1943
Daveenn :
TNKN
p75
Ar « bacho » kentañ, koulskoude, hini ar Reizhoureg -rhétorique-, evel ma levered neuze, en doa digaset ouzh e heul un tammig diduamant, en ur gas an arnodennidi, digemeret evit an arnodenn dre skrid, da dremen an arnodenn dre gomz da Roazhon.
Ar « bacho » kenta, koulskoude, hini ar Reizoureg -rhétorique-, evel ma levered neuze, en doa digaset ouz e heul eun tammig diduamant, en eur gas an arnodennidi, digemeret evit an arnodenn dre skrid, da dremen an arnodenn dre gomz da Roazon.
1944
Daveenn :
EURW.1
p111
Plijout a-walc'h a rae din studi ar brederouriezh, hini an naturoniezh, hini ar strilhouriez ; dreist-holl dre ma vezemp kaset d'ur sal vras a veze graet enni arnodennoù ha diskouezet skoueriadennoù war bep kentel.
Plijout awalc'h a rae d'in studi ar Brederouriez, hini an Naturoniez, hini ar Strilhouriez ; dreist-holl dre ma vezemp kaset d'eur sal vras a veze graet enni arnodennou ha diskouezet skoueriadennou war bep kentel.