Prantad hir eus istor ur bobl, ur vro, eus istor an Douar.
Oadvezhioù ar bed.
&
Oadvezh ar maen : prantad eus istor an denelezh ma rae an dud gant benvegoù maen evit seveniñ o oberoù.
DHS. hoalad, marevezh.
Référence :
SKET
p.154, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "espace de temps, durée ; époque, période, ère".
War douar-bras an Europ, rannamzer kenetre oadvezh an armoù ha binvioù maen lufret hag oadvezh an armoù ha binvioù arem.
War douar-bras an Europ, rann-amzer kenetre oadvez an armou ha binviou maen lufret hag oadvez an armou ha binviou arem.
1923
Référence :
SKET
p.143 "Taolenn-amzeroniez evid istor ar Gelted".
War an douar-bras, en Europ, diwezhañ pennad oadvezh an armoù hag ar binvioù maen lufret.
War an douar-bras, en Europ, diweza pennad oadvez an armou hag ar binviou maen lufret.
1923
Référence :
SKET
p.143
Kement-mañ eo diskuilhadur an Derou, danevelladur ganedigezh ha bugaleerezh ar bed, dezrevelladur rannoù ar bed, niveradur oadvezhioù ar bed, evel m’em eus, me Segobranos, mab Segomaros, her c’hlevet diwar diweuz Esumopas, an drouiz.
Kement-man eo diskuilhadur an Derou, danevelladur ganedigez ha bugaleerez ar bed, dezrevelladur rannou ar bed, niveradur oadveziou ar bed, evel m’em eus, me Segobranos, mab Segomaros, her c’hlevet diwar diouweuz Esumopas, an drouiz.
1923
Référence :
SKET
p.26
Ha setu amañ, en o heul, oadvezhioù an douar : oadvezh an tan, oadvezh an dour, oadvezh enezennoù ar mor, oadvezh an douaroù-Bras, furmidigezh al lennoù, savidigezh ar menezioù, ar goañv Rogiamon, oadvezh ar ramzed, oadvezh an doueed.
Ha setu aman, en o heul, oadveziou an douar : oadvez an tan, oadvez an dour, oadvez enezennou ar mor, oadvez an douarou-Bras, furmidigez al lennou, savidigez ar meneziou, ar goanv Rogiamon, oadvez ar ramzed, oadvez an doueed.
1923
Référence :
SKET
p.30
Ar baotred yaouank az pije c’hoantaet da vreudeur, da vibien, da geneiled er peoc’h hag en emgann, ez ergerzhadenn a-dreuz da seizh koad an oadvezh, war da hent a-grap ouzh menez an devezh, war dour sioul keinvor an abardaez, ez troad war-du glann al Luc’h peurbad.
Ar baotred yaouank az pije c’hoantaet da vreudeur, da vibien, da geneiled er peoc’h hag en emgann, ez ergerzadenn a-dreuz da seiz koad an oadvez, war da hent a-grap ouz menez an devez, war dour sioul keinvor an abardaez, ez trôad war-du glann al Luc’h peurbad (1).
1923
Référence :
SKET
p.121
"oadvezh" g.
"oadvez" g.
1923
Référence :
SKET
p.187, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "durée d’un âge, ère".
Evned kornek e skeudennerezh ar c’hentañ oadvezh-houarn ; lakaet a-wel eo bet an diskleriadurioù war se gant S. Reinach, Bronzes figurés, p. 194, n. 4.
Evned kornek e skeudennerez ar c’henta oadvez-houarn ; lakaet a-wel eo bet an diskleriaduriou war ze gant S. Reinach, Bronzes figurés, p. 194, n. 4.