Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Prantad hir eus istor ur bobl, ur vro, eus istor an Douar. Oadvezhioù ar bed. & Oadvezh ar maen : prantad eus istor an denelezh ma rae an dud gant benvegoù maen evit seveniñ o oberoù. DHS. hoalad, marevezh.

Skouerioù istorel : 
11
Kuzhat roll ar skouerioù

"amzervezh" gg. [...] (ivez "gre", "grez", "maread-amzer", "marevezh", "oadvezh", "pennad-amzer", "rannamzer", "rann-oad").

1923
Daveenn : SKET p.154, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "espace de temps, durée ; époque, période, ère".

War douar-bras an Europ, rannamzer kenetre oadvezh an armoù ha binvioù maen lufret hag oadvezh an armoù ha binvioù arem.

1923
Daveenn : SKET p.143 "Taolenn-amzeroniez evid istor ar Gelted".

War an douar-bras, en Europ, diwezhañ pennad oadvezh an armoù hag ar binvioù maen lufret.

1923
Daveenn : SKET p.143

Kement-mañ eo diskuilhadur an Derou, danevelladur ganedigezh ha bugaleerezh ar bed, dezrevelladur rannoù ar bed, niveradur oadvezhioù ar bed, evel m’em eus, me Segobranos, mab Segomaros, her c’hlevet diwar diweuz Esumopas, an drouiz.

1923
Daveenn : SKET p.26

Ha setu amañ, en o heul, oadvezhioù an douar : oadvezh an tan, oadvezh an dour, oadvezh enezennoù ar mor, oadvezh an douaroù-Bras, furmidigezh al lennoù, savidigezh ar menezioù, ar goañv Rogiamon, oadvezh ar ramzed, oadvezh an doueed.

1923
Daveenn : SKET p.30

Ar baotred yaouank az pije c’hoantaet da vreudeur, da vibien, da geneiled er peoc’h hag en emgann, ez ergerzhadenn a-dreuz da seizh koad an oadvezh, war da hent a-grap ouzh menez an devezh, war dour sioul keinvor an abardaez, ez troad war-du glann al Luc’h peurbad.

1923
Daveenn : SKET p.121

"oadvezh" g.

1923
Daveenn : SKET p.187, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "durée d’un âge, ère".

Evned kornek e skeudennerezh ar c’hentañ oadvezh-houarn ; lakaet a-wel eo bet an diskleriadurioù war se gant S. Reinach, Bronzes figurés, p. 194, n. 4.

1924
Daveenn : SKET.II p.52

oadvezh ar maen

1931
Daveenn : VALL pg (l')age de la pierre

oadvezh an arem

1931
Daveenn : VALL pg (l')age (du bronze)

oadvezh

1931
Daveenn : VALL pg age (sa durée)

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial