I.
Den a ra, a seven udb., ul labour bnk.
HS. oberer.
II.
Ent strizh
A.
1. Dornwezhour.
Un oberour pianoioù. Siell an oberour. Un oberour dornet-mat.
2. Micherour.
Un oberour dispar eo an den-se : kalvez, toer, liver, mañsoner.
3. Adeilad.
Oberour tiez : saver tiez. Pe anv eo oberour da di ?
&
Mestr-oberour : den a ren labourioù, zo karget d'o evezhiañ.
B. Oberour mat : madoberour.
C.
1. Arzoù
Saver un oberenn arzel.
Un delwenn sinet gant an oberour anezhi am eus prenet.
DHS. arzour.
2. Lennegezh
Saver ur pezh lennegel.
Yann-Bêr Kalloc'h, oberour brudet "Àr an daoulin".
HS. aozer.
Er [evit Ar] c'hentañ eus an tri zi, e-lec'h ma'z on deut er bed, a zo kludet e-kreiz ar bourc'h hag e-kichenik ti-skol al leanezed kozh, damdost da di oberourez ar bara-kan.
Er c'henta eus an tri zi, e-lec'h ma 'z oun deut er bed, a zo kludet e-kreiz ar bourc'h hag e-kichenik ti-skol al leanezed-koz, damdost da di oberourez ar bara kan.
Ouzhpenn ar re-mañ, hag a oa diarvar, e oa kalz re all, arvarusoc'h hervez an daou oberour.
1943
Référence :
TNKN
p56
[...] ar sonaozour Robert Bryan, hag ar romantour Beriah Gwynfe Evans, oberour istor fentus ur c'hannad o klask mouezioù an dud da vont da Londrez, David Davies.
[...] ar sonaozour Robert Bryan, hag ar romantour Beriah Gwynfe Evans, oberour istor fentus eur c'hannad o klask moueziou an dud da vont da Londrez, David Davies.