Plus d'options

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
GBAHE

Formes fléchies : 
7
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. 1. Graet ur pakad gantañ. 2. Dre ast. Gwisket, gronnet gant. [1923] Un den mentek ez oa, e choug ledan, hag eñ paket en ur vantell vras [...]. [1954] Tapout a ris evelkent tu da brenañ ur voestad segalennoù eus an dibab, paket gant paper arc'hant ha gant ur seizenn ruz e[n]-dro da bep hini. II. Dre skeud. 1. Tizhet (en ur c'hoari, h.a.). Paket out bet adarre. [1954] Un dro bennak, e-keit m’edomp o kerzhout war-du ar Savane e voe paket ur poñsin diheñchet gant ar soner Jul Gouriadeg eus Gwipavaz, ur paotrig berr a-walc’h e spered, rak am eus aon bras lakaet e oa bet dezhañ e damm skiant el lec’h ma teu ar vioù e-maez ar yar. [1954] Tonket e oant, siwazh dezho da vont da anaon un nebeut bloavezhioù goude, ha paket int bet en ur stumm euzhus gant an Ankou, holl anezho ha zoken ar vugale, nemet Fallières taget didrouz gant ar gozhni en e di bihan, al Loupillon. 2. Kempennet. Nag a wiskamantoù, seurt traoù-se a oa paket evelkent ! 3. E par ar marv. E dad-kozh zo paket. 4. (gant un ag. impl. da adv. pouez. war e lerc'h) Stummet. Honnezh zo paket-brav. 5. En em gavet. Er goañvezh-mañ e oan bet paket klañv. 6. Trl. Paket sellet : tapet lous.

Exemples historiques : 
19
Masquer la liste des exemples

Paket eo bet gant ar serjanted.

1732
Référence : GReg pg happer (Les Sergens l'ont happé.)

paket

1732
Référence : GReg pg embalé (ée)

Ur c'honikl am eus paket el lindag.

1850
Référence : GON.II pg konikl, kounikl (J'ai pris un lapin dans les lacs).

Ar goulm neuze zispak he divaskellig wenn, / A nij, hag o welet eo an heizez paket / Gant an den didruez evit bezañ lazhet, / A zistro war he giz da zigas ar c'heloù, / Hep goulenn diganti penaos, e pe zoare / Hag ar mare / Ma oa bet aet e gaou.

1867
Référence : MGK p46-47

'Dal ma tavas, al laboused, skuizh-marv holl ouzh he c'hlevet, en em lakaas da fistilhañ, evel gwechall tud kêr Droja, pa deue Kasañdr d'o aliañ. Ganto, gant ar re-mañ siwazh ! Hevelep tro a c'hoarvezas. Nouspet labous a voe paket, lod kaouedet, lod all krouget.

1867
Référence : MGK p16

O welet en ur park ur goulm all o tebriñ, an tremeniad war yun ha digor e galon a ya di da welet; e-pad ma torr e naon ez eo paket war rikl en un toullad lasoù stignet e-touez an ed : ne oa ket kre ar stignoù; rak o skrabat a-bep-eil, o c'hoari endra c'hell, gant e veg, gant e dreid ha gant e zivaskell e teu, hep re a boan, a-benn d'em ziluziañ.

1867
Référence : MGK p19

Pa weloc'h al lizherenn s, paket e-kreiz ur ger, e vezo ret atav lavaret anezhi evel pa ve ss : eveshaat

1867
Référence : MGK Rakskrid XIV

Nebeut goude emgann Kergidu e voe paket gant an archerien ha kaset da soudard pell diouzh e vro ; kaset e voe da Fontaineblo. — Ha setu perak, abaoe, e vignoned o deus, dre fars, hen lesanvet Fontaineblo. —

1877
Référence : EKG.I. p.297

Mat, pa glevas n’he doa ket gellet ar Rouanez dont a-benn eus he zaol, e tistroas e Frañs, dre garantez oc’h he mestrez, er riskl da goll he buhez. Ouc’hpenn risklañ he buhez, siwazh ! he doa graet, rak paket e voe.

1878
Référence : EKG.II p.74

Al loened paket ha kaeliet evel-se a zoñvaas tamm-ha-tamm ; boazañ a rejont a-nebeudoù da genvevañ gant an den.

1923
Référence : SKET p.55

Un den mentek ez oa, e choug ledan, hag eñ paket en ur vantell vras, en e benn un hirvlev louet, en e zremm liv gant ar marv daoulagad glas o steredenniñ.

1923
Référence : SKET p.103

Damc’houde, da gleiz ha da zehou, e teu an div ramzez-vaen, paket en o mantell geot ha gwez, da azezañ er ribl o soubañ o zreid er stêr.

1924
Référence : SKET.II p.48

A-barzh an abardaez, archedet Janedig, Marc’harid a wiskas he mantell, ha, dindan, paket ar bugelig.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 37, p.810 (Miz Genver 1924)

Pa oan bihan e weled toull ur c'haran war bord hent Mil-ar-Prad, hag ac'h ae dindan an douar betek kavioù ar c'hastell-kreñv, hag a roe an tu d'an difennourien da vont kuit dre guzh, ma vijent e riskl da vezañ paket.

1944
Référence : EURW.1 p17

Kenavo, frankiz muiañ-karet ma bugaleaj ; e oan paket el las.

1944
Référence : EURW.1 p.32

Paket berr an tamm anezhañ, Herri a lavaras din : « Un tamm houarn kozh bennak a zo bet disoñjet e goueled an armel. »

1944
Référence : ATST p.76

Tapout a ris evelkent tu da brenañ ur voestad segalennoù eus an dibab, paket gant paper arc'hant ha gant ur seizenn ruz e[n]-dro da bep hini.

1954
Référence : VAZA p.96

Tonket e oant, siwazh dezho da vont da anaon un nebeut bloavezhioù goude, ha paket int bet en ur stumm euzhus gant an Ankou, holl anezho ha zoken ar vugale, nemet Fallières taget didrouz gant ar gozhni en e di bihan, al Loupillon.

1954
Référence : VAZA p.187-188

Mar boa gwall sot an hini kentañ, e oa hemañ gwall fin evit doare ; ha setu ne oa ket da vezañ hir e goumanant kennebeut : paket e voe en un afer laeroñsi, a-gevret gant va boy hag ur boy all.

1985
Référence : DGBD p69

L'Office public de la langue bretonne