O welet en ur park ur goulm all o tebriñ, an tremeniad war yun ha digor e galon a ya di da welet; e-pad ma torr e naon ez eo paket war rikl en un toullad lasoù stignet e-touez an ed : ne oa ket kre ar stignoù; rak o skrabat a-bep-eil, o c'hoari endra c'hell, gant e veg, gant e dreid ha gant e zivaskell e teu, hep re a boan, a-benn d'em ziluziañ.
Paket berr an tamm anezhañ, Herri a lavaras din : « Un tamm houarn kozh bennak a zo bet disoñjet e goueled an armel. »
Tapout a ris evelkent tu da brenañ ur voestad segalennoù eus an dibab, paket gant paper arc'hant ha gant ur seizenn ruz e[n]-dro da bep hini.
Tonket e oant, siwazh dezho da vont da anaon un nebeut bloavezhioù goude, ha paket int bet en ur stumm euzhus gant an Ankou, holl anezho ha zoken ar vugale, nemet Fallières taget didrouz gant ar gozhni en e di bihan, al Loupillon.
Mar boa gwall sot an hini kentañ, e oa hemañ gwall fin evit doare ; ha setu ne oa ket da vezañ hir e goumanant kennebeut : paket e voe en un afer laeroñsi, a-gevret gant va boy hag ur boy all.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
Pakistan