I.
1. Avaloù-douar.
Kavout mat ar patatez. Patatez abred, nevez. Patatez moc'h : da voueta ar moc'h. Patatez kroc'hen-digroc'hen : poazhet en dour kroc'hen hag all.
&
Dre fent
Patatez nevez : toulloù e seulioù pe e beg loeroù ub.
&
Trl., dre fent
An tamm douar patatez-mañ : ar voul-douar.
2. Pemdez
Toull ar patatez : ar fraezh.
&
Riboul ar patatez : ar genoù.
Gwall zisec'het eo ma riboul ar patatez war-lerc'h ar c'haloupadenn vat em eus graet.
&
Genoù patatez : den sot.
Me n'on ket ur genoù patatez !
II.
Ent strizh
Patatez dous : plant eus ar broioù tomm, o anv spesad Ipomoea balatas, a c'hounezer evit o zorzhelloù dous debradus.
[1985] Patatez dous da derriñ hon naon.
&
Dre ast.
An torzhelloù o-unan.
N’em eus da reiñ deoc’h da gousket nemet golc’hedoù, kolo enno, na da zibriñ nemet un tamm bara hag amann, hag ur guchenn batatez poazhet en dour.
N’am euz da rei d’ehoc’h da gousket nemet golc’hejou, kolo ennho, na da zibri nemet eun tamm bara hag amann, hag eur guchenn batatez poazet enn dour.
1877
Référence :
EKG.I.
p.58
A-benn ur pennadig e teuas da gaout an aoled gant daou bezhiad kig, hag a voe lakaet unan e pod ar yod silet, gant ur pilerad amann, egile e pod ar soubenn gant kig-moc’h ha patatez.
A-benn eur pennadik e teuaz da gaout an aoled gand daou beziad kik, hag a oue lakeat unan e pod ar iod silet, gand eur pillerad amann, egile e pod ar soubenn gand kik moc’h ha patatez.
1878
Référence :
EKG.II
p.283
patatez prim
patátez prim
1909
Référence :
BROU
p. 413
Hag alies ar vugale a ranke mont d’o gwele gant un tamm patatez sec’h en o c’hof.
Hag alïes ar vugale a ranke mont d’o gwele gant eun tamm patatez sec’h en o c’hof.
1924
Référence :
BILZ1
Niv. 42, p.976 (Even 1924)
Ar wech-mañ, Saig Jelvest — tud diavaez gantañ oc’h ober douar patatez — a oa ret dezhañ chom er gêr, ne oa ket evit dilezel e di.
Ar wech-man, Saïg Jelvest — tud diavêz gantan oc’h ober douar patatez — a oa red d’ean chom er gêr, ne oa ket evit dilezel e di.
1925
Référence :
BILZ2
p.139
[G]oude 'oa anduilh gant yod patatez[.]
goude 'oa anduilh gant yod patatez ;
1944
Référence :
EURW.1
p26
Mall a oa warnomp eta tostaat ouzh ur ge[ê]riadenn ma vije kavet, pa ne ve ken, bananez ha patatez dous da derriñ hon naon.