I.
1. Avaloù-douar.
Kavout mat ar patatez. Patatez abred, nevez. Patatez moc'h : da voueta ar moc'h. Patatez kroc'hen-digroc'hen : poazhet en dour kroc'hen hag all.
&
Dre fent
Patatez nevez : toulloù e seulioù pe e beg loeroù ub.
&
Trl., dre fent
An tamm douar patatez-mañ : ar voul-douar.
2. Pemdez
Toull ar patatez : ar fraezh.
&
Riboul ar patatez : ar genoù.
Gwall zisec'het eo ma riboul ar patatez war-lerc'h ar c'haloupadenn vat em eus graet.
&
Genoù patatez : den sot.
Me n'on ket ur genoù patatez !
II.
Ent strizh
Patatez dous : plant eus ar broioù tomm, o anv spesad Ipomoea balatas, a c'hounezer evit o zorzhelloù dous debradus.
[1985] Patatez dous da derriñ hon naon.
&
Dre ast.
An torzhelloù o-unan.