Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Lamm dreist ar penn, war-raok pe war-dreñv, graet a-ratozh evit c'hoari pe get. HS. lamm-chouk-e-benn, lamm-faraon. & Ober patati : pakañ lamm dreist e benn. & C'hoari patati : c'hoari bugale, treiñ penn d'an traoñ o lakaat e zivesker da dremen dreist ar penn. 2. C'HOARI PATATI : c'hoari bugale, ober lammoù o kemer harp gant an daouarn war kein ub. daougrommet war e zivesker sonn. HS. c'hoari lamm-maout. 3. Trl. skeud. Patati zo ! : reuz, trouz zo savet etre an dud.

Skouerioù istorel : 
1
Kuzhat roll ar skouerioù

Un toullad mat a ganfarded a oa eno unanet, paotred ha merc’hed ; darn a oa o c’hoari patati, darn all o c’houren ; ar merc’hed, darn anezho en o [fuch], a c’hoarie eizh meinigoù [sic], hag ar re all gant tri pe bevar baotr a oa o c’hoari mouchig-dall.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 39, p.864 (Miz Meurzh 1924)

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial