1. Lamm dreist ar penn, war-raok pe war-dreñv, graet a-ratozh evit c'hoari pe get.
HS. lamm-chouk-e-benn, lamm-faraon.
&
Ober patati : pakañ lamm dreist e benn.
&
C'hoari patati : c'hoari bugale, treiñ penn d'an traoñ o lakaat e zivesker da dremen dreist ar penn.
2. C'HOARI PATATI : c'hoari bugale, ober lammoù o kemer harp gant an daouarn war kein ub. daougrommet war e zivesker sonn.
HS. c'hoari lamm-maout.
3. Trl. skeud.
Patati zo ! : reuz, trouz zo savet etre an dud.
Un toullad mat a ganfarded a oa eno unanet, paotred ha merc’hed ; darn a oa o c’hoari patati, darn all o c’houren ; ar merc’hed, darn anezho en o [fuch], a c’hoarie eizh meinigoù [sic], hag ar re all gant tri pe bevar baotr a oa o c’hoari mouchig-dall.
Eun toullad mat a ganfarted a oa eno unanet, pôtred ha merc’hed ; darn a oa o c’hoari patati, darn all o c’hourenn ; ar merc’hed, darn anê en o fluch [sic], a c’hoarie eiz meinigou [sic], hag ar re all gant tri pe bevar bôtr a oa o c’hoari mouchig-dall.
1924
Référence :
BILZ1
Niverenn 39, p.864 (Miz Meurzh 1924)