pebr
pebr
pebr
Tanet eo e wad e-giz gant pebr ruz ha pebr glas.
C’hoant bras hon divije bet da chom kalz pelloc’h c’hoazh e Fort-de-France, dreist-holl neb en devoa kavet ur wreg diouzh e c’hrad, ur wreg ma ’z oa dimezet ganti, evel ma lavarer, e penn ar bern plouz, un Doudou du pe vrizhwenn hag a rae evit he faotr kement tra en he galloud evit ur bennozh Doue : kannañ e gouez (1), aozañ e voued sasunet gant pebr ruz, jinjebr, avaloù-pebr ha me oar peseurt temz an diaoul (kement ha ken bihan ma veze dalc’hmat gwad ar paour kaezh o virviñ en e wazhied) hag evel[-]just deiz ha noz e tizkoueze d’he gwaz pegen start e oa karet ganti.
Un draig evelkent am eus merzet : ne vez ken kavet dre amañ kemend-all a oristaled, paotred ha merc’hed sebezus-tre, ha gwazh a se, rak paour kaezh tud ar peurliesañ, lakaat a raent evelato temz ha pebr en ur vuhez a-wechoù gwell [gwall] divlaz paneveto.
E miz genver eo emañ ar c'hoad en e gaerañ, mare ar frouezh eo : mar deo tremenet an "iba", frouezh ar wezenn oba, e miz kerzu, e vez kavet bremañ frouezh an "ntoundou" (pebr Ginea), ar "rezin pahouin", ar c'hraoñ-kola ha tri pe bevar seurt kraoñ all.
Mots précédents
Mots suivants
pebrañ