Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
8
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Str. Frouezh ar bebrenn, anezho hugennoù ruz a lakaer da sec'hañ evit ober temz-boued. Malañ pebr. 2. H.g. Temz boued, anezhañ frouezh sec'h ar bebrenn, malet pe get, brout-tre e vlaz. Lakaat pebr er soubenn. & Pebr gris : bet malet gant ar plusk. & Pebr gwenn : malet goude bezañ diblusket.

Skouerioù istorel : 
12
Kuzhat roll ar skouerioù

pebr

1499
Daveenn : LVBCA p159 (poiure)

pebr

1659
Daveenn : LDJM.1 pg poivre, poyure

malañ pebr

1732
Daveenn : GReg pg égruger (du poivre)

pebr gwenn

1850
Daveenn : GON.II.HV pg pébr-gwenn (nielle, plante qui est une espèce de poivre blanc).

pebr

1850
Daveenn : GON.II.HV pg pébr (poivre, sorte d'épicerie des Indes orientales).

Re a bebr hoc'h eus lakaet ennañ.

1850
Daveenn : GON.II.HV pg pébr (vous y avez mis trop de poivre).

pebr

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XVI

Goude, 'oa kig soubenn, (kig-bevin ha kig-moc'h), gant holen gris ha pepr du ; [...]

1944
Daveenn : EURW.1 p26

Tanet eo e wad e-giz gant pebr ruz ha pebr glas.

1949
Daveenn : SIZH p.38

C’hoant bras hon divije bet da chom kalz pelloc’h c’hoazh e Fort-de-France, dreist-holl neb en devoa kavet ur wreg diouzh e c’hrad, ur wreg ma ’z oa dimezet ganti, evel ma lavarer, e penn ar bern plouz, un Doudou du pe vrizhwenn hag a rae evit he faotr kement tra en he galloud evit ur bennozh Doue : kannañ e gouez (1), aozañ e voued sasunet gant pebr ruz, jinjebr, avaloù-pebr ha me oar peseurt temz an diaoul (kement ha ken bihan ma veze dalc’hmat gwad ar paour kaezh o virviñ en e wazhied) hag evel[-]just deiz ha noz e tizkoueze d’he gwaz pegen start e oa karet ganti.

1954
Daveenn : VAZA p.93

Un draig evelkent am eus merzet : ne vez ken kavet dre amañ kemend-all a oristaled, paotred ha merc’hed sebezus-tre, ha gwazh a se, rak paour kaezh tud ar peurliesañ, lakaat a raent evelato temz ha pebr en ur vuhez a-wechoù gwell [gwall] divlaz paneveto.

1954
Daveenn : VAZA p.120

E miz genver eo emañ ar c'hoad en e gaerañ, mare ar frouezh eo : mar deo tremenet an "iba", frouezh ar wezenn oba, e miz kerzu, e vez kavet bremañ frouezh an "ntoundou" (pebr Ginea), ar "rezin pahouin", ar c'hraoñ-kola ha tri pe bevar seurt kraoñ all.

1985
Daveenn : DGBD p123

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial