Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
1
Afficher les variantes

Formes fléchies : 
10
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

1. Zo stag ouzh udb. gant peg. Peg eo ar paper ouzh ar speurenn. 2. Dre heveleb. Zo stag ouzh udb. Peg eo ar c'hreien ouzh foñs ar gaoter. & Trl. skeud. Bezañ peg e groc'hen ouzh e gein, bezañ peg e vizied kamm ouzh e veud : bezañ pizh-tre. & Tr. adv. Peg-ha-peg : stok-ha-stok, chouket. An dud a oa peg-ha-peg er sal. 3. Dre ast. Zo stok ouzh udb. E zilhad gleb a oa peg ouzh e izili. 4. Trl. skeud. (db. an traoù) Chom peg ouzh kalon ub. : na vezañ aes da ankouaat. Ar gomz-se zo chomet peg ouzhin, ouzh ma c'halon. & (db. an dud) Chom peg ouzh al labour : na ziskregiñ dioutañ. E-pad pemzek vloaz e chomo peg ouzh al labour. 5. Dre skeud. (db. ar c'hleñvedoù) Na zispeg ket. Ur waskenn beg. 6. Dre skeud., PEMDEZ Bezañ peg udb. en ub. : c'hoarvezout udb. a-dreuz gant ub. Petra zo peg ennout ?

Exemples historiques : 
8
Masquer la liste des exemples

Va mennozh kentañ a oa pignat d’an nec’h, ha chom eno neuze speg ouc’h ar mein-benerezh, ken na vije aet ar soudarded kuit, evel ma speg an askell-groc’hen ouc’h ur voger pa deu en un ti bennak.

1878
Référence : EKG.II p.125-126

Sparlet, hualet e oa Gargam gant e zilhad gleb, peg eus e izili.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 46, p.1092 (Here 1924).

P’o deus bet klevet anv eus an aotrou person, ar valtouterien, peurvuiañ lañchennet-mat koulskoude, peg o zeod eus o staon, ha kuit ha buan. An aotrou person !…

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 39, p.866 (Miz Meurzh 1924)

Peg teod Bilzig eus e staon, sec’h e gorzailhenn evel tont.

1925
Référence : BILZ2 p.125

Chalet, chalet ne oa ket ivez Janedig ret eo hen anzav da fritañ paourentez, war oaled ar briadelezh, gant un druilhad bugale mic’hiek peg eus he c’hazekenn.

1925
Référence : BILZ2 p.151

klask un dro beg

1931
Référence : VALL pg biaiser

E Breizh, me 'gred, ' vo rouez ar gont / Eus ar gozh kloer 'savo o dorn / Nemet drouk-atiz 'vefe peg / E kalonoù aet gant ar skorn.

1960
Référence : PETO p13

Savet eo Kêroulaz eus a-gichen murig ar porzh, p'en em gav ar person gant Kêrroc'h ha Kêrsalaun, ar re-mañ peg en e zivrec'h, unan a bep tu dezhañ.

1960
Référence : PETO p72

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux