Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
5
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

[1732, 1955, 2013] Iliz kristen, savet diwar tres savadurioù foran en Henamzer ar Romaned, a oa anezho alezioù, rannet gant pileroù, hag un hantergelc'h er penn uhelañ. Penniliz Sant-Frañsez, savet e 1230. [1955] Diskouez a reas din holl draoù Pariz na gouste mann sellout outo : Tour Eiffel, an Iliz-Veur, kambr ar Gannaded, da vihanañ an diavaez anezhi, penniliz ar Galon-Sakr ha bez Napoleon kozh, rak koulz ha den e toujen dezhañ er mare-se.

Exemples historiques : 
5
Masquer la liste des exemples

ar penniliz eus an eskopti

1732
Référence : GReg pg cathedrale (l'Eglise qui est le Siège d'un Evêque)

ar penniliz

1732
Référence : GReg pg grand (La grande Eglise, la principale d'un lieu.)

Diskouez a reas din holl draoù Pariz na gouste mann sellout outo : Tour Eiffel, an Iliz-Veur, kambr ar Gannaded, da vihanañ an diavaez anezhi, penniliz ar Galon-Sakr ha bez Napoleon kozh, rak koulz ha den e toujen dezhañ er mare-se.

1955
Référence : VBRU p.25

An hini gentañ, da lavarout an hini a-ziavaez, e veze graet diouti kêr an Dartared ; an eil, moarvat dre ma veze cheket ar vein anezhi gant raz, a voe hanvet ar Gêr Wenn, hag an deirvet, an hini a-ziabarzh, kalon ha kreiz kêr, ar voger anezhi o brikennoù a-liv gant ar gwad, a oa ar C’hremlin ma weled ennañ palez ar Tsared ha stok-ha-stok outañ an « Terem » (1), ar pennilizoù kaerañ hag ivez ur pezh pikol kloc’hdi, Ivan Veliki (Yann Vras) gant e gloc’h-boud arc’hant, ken anavezet dre ar vro a-bezh ha ma ’z eo Big Ben e Londrez.

1955
Référence : VBRU p.51-52

E gwirionez, pell a vezañ heverk eus ar brasañ niver, ez eo kentoc'h penniliz Bro-Gernev ur savadur dioutañ e-unan, ur gwir gemberiad levezonioù liesseurt, gall evel-just da zigentañ, norman goude ha dreist-holl saoz evit echuiñ.

2013
Référence : LLMM niv. 399, p. 5

L'Office public de la langue bretonne