An hini gentañ, da lavarout an hini a-ziavaez, e veze graet diouti kêr an Dartared ; an eil, moarvat dre ma veze cheket ar vein anezhi gant raz, a voe hanvet ar Gêr Wenn, hag an deirvet, an hini a-ziabarzh, kalon ha kreiz kêr, ar voger anezhi o brikennoù a-liv gant ar gwad, a oa ar C’hremlin ma weled ennañ palez ar Tsared ha stok-ha-stok outañ an « Terem » (1), ar pennilizoù kaerañ hag ivez ur pezh pikol kloc’hdi, Ivan Veliki (Yann Vras) gant e gloc’h-boud arc’hant, ken anavezet dre ar vro a-bezh ha ma ’z eo Big Ben e Londrez.
E gwirionez, pell a vezañ heverk eus ar brasañ niver, ez eo kentoc'h penniliz Bro-Gernev ur savadur dioutañ e-unan, ur gwir gemberiad levezonioù liesseurt, gall evel-just da zigentañ, norman goude ha dreist-holl saoz evit echuiñ.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
penniliz-veur