Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Formes fléchies : 
5
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

1. Abeg. Graet en deus an dra-se hep klask gouzout ar perag, ar peragoù. & Ober udb. hep rag na perag : hep abeg ebet. & Ar rag hag ar perag eus an afer : an abegoù a denn dezhi. & N'eus na rag na perag da lavaret war se : n'eus evezhiadenn evet d'ober war ar c'hraf-se. 2. Goulenn. Tri pe bevar perag a vez atav e spered ur c'hrouadur. Ur gwir voereb ar peragoù hag ar penaozioù anezhi !

Exemples historiques : 
5
Masquer la liste des exemples

Kent digeriñ an nor war ma buhez ma-unan, un taol lagad war hini ma zud-kozh a c'hallfe talvezout da zisklêriañ ar perag hag an abalamour eus ma bleniadur hag eus ma zro-spered.

1944
Référence : EURW.1 p7

Mat eo studiañ ar perag hag an abalamour eus an traoù ; klask e goueled ar goustiañs lezennoù kuzhet ar vuhezegezh ; furchal deraouidigezh ha finvezhioù an den ; keñveriañ engehentadur al loened ouzh hini an dud ; esaeañ divinout petra eo an Ene, mes ma'z eer re bell war hent an Dianav, mar c'hoantaer dizoleiñ ar pezh a rank chom kevrin, neuze emeur war-var dihentañ.

1944
Référence : EURW.1 p63

Setu, hep rag koulz ha perag, / E rankez din diskuliañ sklaer / Anv an den ' ro en e gêr / Dezhañ digemer hag er mag.

1960
Référence : PETO p38

N'on ket deut a-benn da gompren ar perak[g] eus an darvoud-se ha na welis nemet ur wech.

1985
Référence : DGBD p142

Bepred e ranker klask ar rag hag ar perag, kehentiñ war ar pezh a fell dimp, derc'hel da vousc'hoarzhin, implijout un ton ha gerioù seven met dibleg.

2015
Référence : DISENT p51

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux