1. Pezh koad, metal, h.a. - hir ha moan, kelc'hiek e skej.
Ur berchenn c'hwec'h metrad hed dezhi.
&
Ur berchenn da besketa : ul linenn.
&
Sport
Lammat gant ar berchenn : lammat uhel dre gemer harp war ur berchenn.
&
Sevel ar berchenn : c'hoari ma saver ur peul hir ha pounner dre gregiñ en ur penn anezhañ gant an daouarn.
&
[1954] [...] paotred kustum da zibradañ ar berchenn er pardonioù ha da wintañ kuit a boan ur c’hant gwinizh war o chouk.
2. Trl. skeud., pemdez (db. an traoù, an traezoù, ar c'harbedoù, h.a.)
Bezañ diwar ar berchenn uhelañ : bezañ prenet gant ub. goude ma vefe bet d'unan all a-raok.
Ar porpant-mañ zo diwar ar berchenn uhelañ.
Muntret eo bet ; ha goude he marv e voe distaget he fenn diouc’h he c’horf, lakaet e beg ur berchenn hir, ha gantañ ez ejod dre gêr Bariz betek prizon ar Roue hag hini ar Rouanez evit en diskouez dezho.
Muntret eo bet ; ha goude he maro e oue distaget he fenn diouc’h he c’horf, lakeat e bek eur berchenn hir, ha gant-han ez ejot dre gear Baris betek prizoun ar Roue hag hini ar Rouanez evit hen diskouez d’ezho.
1878
Référence :
EKG.II
p.74
Gourc’hemennet e oa din dibab er rejimant kement gourener a oa, kement saver perchenn, kement kaner diwar ar maez (e brezhoneg), ha stummañ anezho evit diskouez o ampartiz da zeiz ar gouel, war an dachenn-bleustradegoù.
Gourc’hemennet e oa d’in dibab er rejimant kement gourener a oa, kement saver perchenn, kement kaner diwar ar maez (e brezoneg), ha stumma anezo evit diskouez o ampartiz da zeiz ar gouel, war an dachenn-bleustradegou.
1944
Référence :
EURW.1
p.203
An deiz war-lerc’h beure-mat e tifloupas eus ar pevar c’horn ar vro, ha dreist-holl eus Penn-ar-Bed, tolpadoù gwazed a-well-forzh, gant pep a vazh en o dorn, paotred kustum da zibradañ ar berchenn er pardonioù ha da wintañ kuit a boan ur c’hant gwinizh war o chouk.
An deiz war lerc’h beure mat e tifloupas eus ar pevar c’horn ar vro, ha dreist-holl eus Penn ar Bed, tolpadoù gwazed a-well-forzh, gant pep a vazh en o dorn, paotred kustum da zibradañ ar berchenn er pardonioù ha da wintañ kuit a boan ur c’hant gwinizh war o chouk.