Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Pezh koad, metal, h.a. - hir ha moan, kelc'hiek e skej. Ur berchenn c'hwec'h metrad hed dezhi. & Ur berchenn da besketa : ul linenn. & Sport Lammat gant ar berchenn : lammat uhel dre gemer harp war ur berchenn. & Sevel ar berchenn : c'hoari ma saver ur peul hir ha pounner dre gregiñ en ur penn anezhañ gant an daouarn. & [1954] [...] paotred kustum da zibradañ ar berchenn er pardonioù ha da wintañ kuit a boan ur c’hant gwinizh war o chouk. 2. Trl. skeud., pemdez (db. an traoù, an traezoù, ar c'harbedoù, h.a.) Bezañ diwar ar berchenn uhelañ : bezañ prenet gant ub. goude ma vefe bet d'unan all a-raok. Ar porpant-mañ zo diwar ar berchenn uhelañ.

Skouerioù istorel : 
10
Kuzhat roll ar skouerioù

perchenn

1499
Daveenn : LVBCA p162 (perche)

perchenn

1659
Daveenn : LDJM.1 pg perche

muzuliañ gant ar berchenn

1732
Daveenn : GReg pg (mesurer) à (la perche)

perchenn

1732
Daveenn : GReg pg gaule (perche à gauler des noix, des pommes.)

perchennoù

1732
Daveenn : GReg pg gaule (perche à gauler des noix, des pommes, p.)

perchenn

1850
Daveenn : GON.II.HV pg perchen (gaule. perche).

perchennoù

1850
Daveenn : GON.II.HV pg perchen (gaule. perche. Pl.)

Muntret eo bet ; ha goude he marv e voe distaget he fenn diouc’h he c’horf, lakaet e beg ur berchenn hir, ha gantañ ez ejod dre gêr Bariz betek prizon ar Roue hag hini ar Rouanez evit en diskouez dezho.

1878
Daveenn : EKG.II p.74

Gourc’hemennet e oa din dibab er rejimant kement gourener a oa, kement saver perchenn, kement kaner diwar ar maez (e brezhoneg), ha stummañ anezho evit diskouez o ampartiz da zeiz ar gouel, war an dachenn-bleustradegoù.

1944
Daveenn : EURW.1 p.203

An deiz war-lerc’h beure-mat e tifloupas eus ar pevar c’horn ar vro, ha dreist-holl eus Penn-ar-Bed, tolpadoù gwazed a-well-forzh, gant pep a vazh en o dorn, paotred kustum da zibradañ ar berchenn er pardonioù ha da wintañ kuit a boan ur c’hant gwinizh war o chouk.

1954
Daveenn : VAZA p.57

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial