I.
H.g.
Obererezh pesketa, micher ar besketaerien.
Douarnenez a zeuas da vezañ pinvidik dre besketaerezh ar sardined.
II.
G.
Gwechad pesketa.
Hevelep pesketaerezh en doa skoet from ennañ. Bilzig ha Yannig, goude o fesketaerezh, a ya d'ar red da c'hoari gant ar re all.
Ar c’hentañ, a raed anezhañ Kintus, e gelennas war an hemolc’herezh, ar pesketaerezh hag ar predererezh ouzh ar chatal bras pe vunut.
Ar c’henta, a raed anezan Kintus, e gelennas war an hemolc’herez, ar pesketerez hag ar predererez ouz ar chatal bras pe vunut.
1924
Référence :
SKET.II
p.24
Bilzig ha Yannig, goude o fesketaerezh, padal ma c’hallent tennañ o zreid gante er-maez an ti, ha d’ar red war ar porzh da c’hoari gant ar re all, da neuñv, da vageal.
Bilzig ha Yannig, goude o fesketerez, padal ma c’hallent tenna o zreid gante er-mêz an ti, ha d’ar red war ar porz da c’hoari gant ar re all, da neunv, da vageal.
1924
Référence :
BILZ1
Niv. 46, p.1089 (Here 1924)
E-pad ar goañv, Saig Jelvest a rae ar besketaerezh, a-hed an aod, gant rouedoù stank : drag pe sein.
E-pad ar goanv, Saïg Jelvest a rê ar besketerez, a-bed an ôd, gant rouejou stank : drag pe zein.
1925
Référence :
BILZ2
p.103
Ar gwenneien a roit da Saig Jelvest evit e besketaerezh, na petra o deus bet koustet deoc’h, den pinvidik ?
Ar gwenneien a roït da Saïg Jelvest evit e besketerez, na petra o deus bet koustet d’ec’h, den pinvidik ?
1925
Référence :
BILZ2
p.104
Hag o-zri, o fesketaerezh lakaet er vag, a deuas war beg uhellañ ar roc’h, heñvel eus teir vran-vor pe eus teir marc’harid-goug-hir.
Hag o zri, o fesketerez lakaet er vag, a deuas war beg uhella ar roc’h, henvel eus teir vran-vor pe eus teir marc’harid-goug-hir.
1925
Référence :
BILZ2
p.141
Pa vez c'hoant ober ur pesketaerezh druz, avat, evel d'ar mare bloaz-mañ, en em gemerer e-giz[-]all : kontammet e vez an dour.