Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Définition :  Masquer la définition

I. Ag. goul. (dirak un anv unan) Termen a dalvez da lakaat ar goulenn war un niverenn urzhiañ. Ar petvet lodenn ac'h eus bet ? - an eizhvet. Evit ar petvet gwech en deus graet an dra-se ? Ar petvet deiz eus ar miz emaomp hiziv ? II. Tr. rag. goul. 1. AR PETVET : troienn a dalvez da lakaat ar goulenn war ub., udb. zo arouezet gant un anv gourel a glasker gouzout e niverenn urzhiañ. Ar petvet e oa ar paotr-se ? 2. AR BETVET : troienn a dalvez da lakaat ar goulenn war ub., udb. zo arouezet gant un anv benel a glasker gouzout e niverenn urzhiañ. Ar betvet e oa da c'hoar er skol ? III. Tr. adv. goul. 1. AR PETVET : troienn a dalvez da lakaat ar goulenn war un deiziad. Ar petvet eus ar miz edomp dec'h ? Ar petvet deiz eus ar miz edomp ? 2. DA BETVET : troienn a dalvez da lakaat ar goulenn war un niverenn urzhiañ. Da betvet edos ? da gentañ pe da eil?

Exemples historiques : 
5
Masquer la liste des exemples

petvet

1659
Référence : LDJM.1 pg quantiesme

petvet

1850
Référence : GON.II pg pédved, pétved

petvet

1850
Référence : GON.II pg pédved, pétved

ar petvet e oac'h-hu ?

1850
Référence : GON.II pg pédved, pétved

An danvez lezenn nevez war ar c'hemederezh, Aotrou maodiern? Ar petvet danvez lezenn nevez eo hennezh?

2015
Référence : EHPEA p148

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux